Garifuna
Eus Wikipedia
Ar bobl garifuna, pe ar Garinagu, a ya d'ober 10% eus poblañs Belize e Kreizamerika.
An anv[kemmañ]
Garifuna (pe Garífuna) eo an anv-gwan a vez graet gantañ pa reer meneg eus pobl ha yezh ar Garínagu. En o yezh eo an unander eo Garifuna (pe Garífuna), hag al liester eo Garinagu.
Bevañ a reont a-hed aod ar Mor Karib, e Belize, Guatemala (Livingston), Nicaragua hag Honduras, war an douar-bras hag en enez Roatán.
Un toullad zo aet da chom da SUA, da Los Angeles, New York pe Houston.
Deiz broadel[kemmañ]
Un deiz zo bet lakaet da Ouel Broadel ar bobl garifuna, d'an 19 a viz Du, anvet Settlement Day, da lidañ deiz o distro e 1823 goude ma oant bet dastumet ha kaset gant ar Saozon war inizi er-maez da Honduras.