Banniel Kenya

Eus Wikipedia
Banniel Kenya

Banniel Kenya eo banniel broadel Kenya abaoe dizalc'hiezh ar vro d'an 12 a viz Kerzu 1963.

Savet e voe diwar skouer hini ar KANU (Kenya African National Union). Graet eo gant teir bandenn a-blaen du (arouez ar bobl), ruz (arouez ar gwad skuilhet evit dieubidigezh ar vro) ha gwer (arouez an natur). Dispartiet eo ar bandennoù-se gant div linenn wenn, arouez ar peoc'h. E-kreiz ar banniel ez eus ur skoed ha daou c'hoaf masai hag a skeudenn gwarez an arouezioù meneget.

Bannieloù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]