Swahileg
Eus Wikipedia
| Swahileg (Kiswahili) |
|
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Burundi, Kenya, Komorez, RD Kongo, Malawi, Mozambik, Ouganda, Rwanda, Tanzania |
| Rannved : | Reter Afrika |
| Komzet gant : | 5–10 milion (yezh kentañ), 50-60 milion (yezh kentañ pe eil yezh) |
| Familh-yezh : | Yezhoù nijerek-kongoek
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Unaniezh Afrika, Tanzania, Kenya, Ouganda |
| Akademiezh : | Baraza la Kiswahili la Taifa |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | sw |
| ISO 639-2 | swa |
| ISO 639-3 | swa, swh, swc (Ethnologue) |
| Kod SIL | |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ar swahileg (pe swahili pe kiswahili) a zo ur yezh vantouek komzet e broioù reter Afrika, dreist-holl, gant meur a vilion a dud. Ouzhpenn 50 milion a dud a oar swahileg, daoust ma n’eus nemet etre 5 ha 10 milion a gomz ar yezh-se evel yezh kentañ. [1]
Ur gwir "lingua franca" pe yezh voutin eo deuet ar swahileg da vezañ e reter Afrika. Ur yezh ofisiel eo ivez en aozadur Unaniezh Afrika (asambles gant ar saozneg, ar galleg, an arabeg, ar spagnoleg hag ar portugaleg).
Notennoù [kemmañ]
- ↑ L. Marten, "Swahili", Encyclopedia of Language and Linguistics, eil embannadur, 2005, Elsevier
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Ethnologue
- Mwana Simba: Kiswahili? Hakuna matata Méthode d'Apprentissage du Swahili (e galleg pe e saozneg)