Banniel Etiopia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Banniel Etiopia
Banniel Etiopia
Kenfeurioù: 1:2
Kod bannielouriezh FIAV 111000.svg FIAV normal.svg
Anv (pe lesanv):
Degemeret e 1897; doare a-vremañ abaoe 1996
Livioù

██ gwer 349C

██ melen 108C

██ ruz 179C

██ glas 2995C

Banniel Etiopia eo banniel broadel Etiopia abaoe ar 6 a viz C'hwevrer 1996.

E livioù (gwer, melen, ruz) eo ar memes re hag a voe implijet war banniel 1897 gant an impalaer Menelik II. Adkemeret eo bet al livioù-se gant al luskad Rastafari. Adkavet e vezont war meur a vanniel broadel eus Stadoù all Afrika (banniel Benin, banniel Burkina Faso, banniel Ginea...), ha lavaret e vez ez int al livioù panafrikan (pe hollafrikan), peogwir e oa Etiopia ar vro nemeti chomet dizalc'h er c'hevandir. Arouez an douar hag ar spi eo ar gwer, hini ar peoc'h eo ar melen ha hini an nerzh eo ar ruz.

E-kreiz ar banniel ez eus ur steredenn velen en ur gantenn c'hlas, arouez an unvaniezh hag al liesseurted.


Bannieloù all[kemmañ]

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.