Gwener-ar-Groaz

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Gwener-ar-Groaz zo ur gouel relijiel a vez lidet gant ar Gristenien d'ar Gwener a-raok Sul-Fask e koun Pasion Jezuz-Krist.

Klotañ a ra gant an deiz ma voe kroazstaget Jezuz Nazaret gant ar Romaned betek e varv. Just war-lerc'h ar Yaou-Gamblit hag a-raok ar Sadorn-Fask e verk an deiz-mañ dibenn ar C'horaiz evit ar Gatoliked ivez.