Loch nEathach

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Loch nEathach (iwerzhoneg)
Lough Neagh (saozneg)
Wfm lough neagh.jpg
Bro : Hanternoz Iwerzhon
Rannvroioù : Kornôg Europa
Gorread : 392 km²
Donder brasañ : 25 m
Hed ar ribloù : ?
Adstêr(ioù): An Bhanna
Diazad doureier : 4 550 km²
Kêrioù pennañ war ribloù al lenn :
Kartenn saoznek eus Loch nEathach

Loch nEathach (distagadur iwerzhonek: [ɫ̪ɔx ˈn̠ʲahax]; Lough Neagh e saozneg, distaget [ˌlɒx ˈneɪ]) zo ul lenn eus Hanternoz Iwerzhon, al lenn vrasañ en Iwerzhon hag unan eus 40 lenn vrasañ Europa (an trede lenn vrasañ eus Kornôg Europa goude Lenn Geneva ha Lenn Konstanz), gant ur gorread a 392 km². Emañ Loch nEathach war-hed un tregont kilometr bennak er mervent da Béal Feirste (Belfast).

En-dro d’al lenn e kaver pemp eus c’hwec’h kontelezh Hanternoz Iwerzhon : Aontroim, Ard Mhacha, An Dún, Doire ha Tír Eoghain.

Hervez ar vojenn e oa bet savet al lenn gant ar ramz Fionn mac Cumhaill. Pa oa o’n em gannañ a-enep ur ramz skosat e tiframmas ur voudenn diouzh an douar da stlepel outañ. C’hwitañ a reas war e enebour avat ha kouezhañ a reas ar voudenn e-kreiz Mor Iwerzhon. Evel-se e vo krouet ul lenn, Loch nEathach, hag un enezenn, Manav.

Liammoù diavaez[kemmañ]