Strollad al Labour (R.U.)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ur strollad politikel breizhveuriat a-gleiz, pe a-gleiz kreiz, eo Strollad al Labour (diverret e Labour pe Lab e saozneg). Memes ster hag ar ger brezhonek heñvel. Ezel an Etrebroadelenn sokialour eo. Tony Blair a zo en e benn ha 3 gwezh da heul e oa aet ar maout gantañ e 1997, 2001 ha 2005. Koll a reas ar votadegoù war-lerc'h pa oa renet gant Gordon Brown, bremañ eo kaset war-raok gant Ed Miliband.


Kronologiezh[kemmañ]

  • 1900 : Krouidigezh gant ar sindikadoù.
  • 1906 : 29 kannad.
  • 1906 : James Keir Hardie e penn.
  • 1922 : Erru strollad pennañ a-enep ar virourien.
  • 1924 (Genver) : Savet ur gouarnamant diwar ur muiañ-niver hepken.
  • 1924 (Gwengolo) : Echu gant ar gouarnamant.
  • 1929 (Mae) : Eil gouarnamant savet diwar ur muiañ-niver hepken.
  • 1931 (Eost) : Aet ar gouarnamant da get abalamour da zisemglevioù diwar-benn an enkadenn ekonomikel.
  • 1940 (Mae) : Aet gant gouarnamant ledan ar brezel.
  • 1945 (Gouere) : Aet ar maout gant ar strollad. Dindan ar Stad e voe lakaet ur bern embregerezhioù.
  • 1951 (Here) : Dilennadegoù kollet.
  • 1964 : Savet ur gouarnamant diwar ur muiañ-niver hepken.
  • 1966 : Gounezet splann an dilennadegoù.
  • 1964-1970 : Steuñv adreizhadennoù sokial (heñvelrevelezh diouzh lezenn, echu gant kastiz d'ar marv
  • 1970 : Dilennadegoù kollet.
  • 1974 : Aet ar gouarnamant mirourel da get abalamour da harz-labour implijidi ar mengleuzioù glaou. Savet ur gouarnamant gant al Labour diwar ur muiañ-niver hepken.
  • 1979 : Harzoù-labour disehan. Echu gant ar gouarnamant. Margaret Thatcher e penn ar vro.
  • 1983 : Disoc'h gwashañ en dilennadegoù abaoe ar brezel.
  • 1987 : Dilennadegoù kollet.
  • 1992 : Dilennadegoù kollet diwar nebeut.
  • 1994 : Tony Blair e penn ar strollad.
  • 1994 : Kemmet mellad IV bonreizh ar strollad.
  • 1997 : Gounezet an dilennadegoù.
  • 2001 : Gounezet an dilennadegoù.
  • 2005 : Gounezet splann an dilennadegoù daoust ma'z eus bet kollet 47 kannad.
  • 2007 : Gordon Brown e penn ar strollad.
  • 2010 : Koll er votadegoù hag Ed Miliband e penn ar strollad

Pennoù[kemmañ]

Gouarnamantoù[kemmañ]


Niver a izili[kemmañ]

450 000 ezel a vefe e 2006 pa oa 250 000 anezho e 1995.

Liammoù diavaez[kemmañ]