Hafren
Ar stêr Hafren (hervez an anv kembraek) pe Havren (hervez an doare-skrivañ brezhonek) (Severn e saozneg), eo stêr hirañ Breizh-Veur, 354 km dezhi. E Kembre emañ hec'h eienenn. Redek a ra da gentañ war-du Bro-Saoz, er reter, a-raok diskenn war-du ar c'hreisteiz ha degouezhout er Mor Hafren etre Casnewydd (Newport) ha Bristol.
Taolenn |
Hec'h anv[kemmañ]
Hafren eo anv kembraek ar Severn e saozneg. Tostaat a c'haller an daou anv-se ouzh an anvioù-stêrioù a orin keltiek Sèvre e Bro-C'hall, ha marteze ivez an anv Saverne. Brezhonekaet eo bet an anv Hafren en HavrenDaveoù a vank. Sabrina e oa an anv e latin, diwar an anv brezhonek moarvat, a zo bet adkemeret e dibenn an XXvet kantved d'ober un anv-badez.
Eienenn[kemmañ]
E Pumlumon , e-kichen Llanidloes emañ an eienenn, war ur menez 610 metad uhelder. Nepell alese emañ eienenn ar stêr Gwy.
En Kembre[kemmañ]
A-raok degouezhout e Llanidloes e kej gant an Dulas. E kêr Llanidloes neuze e kej gant ar stêr Clywedog . Alese e tro war-du Llandinam er biz, ha a Caersws, ma kember ar stêr Carno enni. Treuziñ a ra Y Drenewydd. Goude e tremen dirak Castell Dolforwyn, dre Aber-miwl hag alese dre Y Trallwng. Neuze, war-hed un nebeud kilometroù, e ra an harzoù etre Kembre ha Saoz.
En Saoz[kemmañ]
Goude-se e pella diouzh Kembre da vont war-du ar reter betek Shrewsbury (Yr Amwythig e kembraeg). Tremen a ra goude dre Ironbridge ha Bridgnorth, Stourport-on-Severn ha Caerwrangon, e-lec'h ma kej gant ar stêr Tefeidiad , ha goude Tewkesbury ma en em gav gant Avon Warwickshire. Neuze e sko trema 'r c'hreisteiz, tremen dre Caerloyw a-raok en em deurel e Môr Hafren, a zisparti Kembre diouzh Bro-Saoz.
Pontoù[kemmañ]
Pontoù brudet zo dreisti, darn en houarn, evel re Llandinam hag Ironbridge. Daou bont zo dreist an aber, e kembraeg e vez graet Pont Hafren eus an eil hag Ail Groesfan Hafren eus egile. Ouzhpenn-se emañ an twnnel Hafren evit an hent-houarn dindani.
Skeudennoù[kemmañ]
-
An eienenn e Kembre, e 2006
-
High Town, Bridgnorth.