Efyrnwy

Eus Wikipedia
Lamm-dour ar stêr Efyrnwy e Dolanog.
Ar stêr Efyrnwy e-tal Llanymynech.

Ar stêr Efyrnwy zo ur stêr 63,9 km eus hanternoz Powys e Kembre. Eienenniñ a ra e Lenn Efyrnwy, ha redek war-du ar reter, e-maez Kembre, da gejañ gant ar stêr Hafren e Swydd Amwythig e-kichen kêriadenn Melverley.

E lenn Efyrnwy e tegouezh dour meur a froud eus Y Berwyn. Alese e teu ar stêr e-maez da vont trema Llanwddyn. Un hanterlev pelloc'h e kej daou froud ganti en Abertridwr. Goude ez a war-du ar gevred dre gêriadennoù Pont Llogel, Dolanog ha Pontrobert. An 12, 9 km eus he red a ra an harz etre Kembre ha Bro-Saoz, a-raok kemberién gant an Habren e kêriadenn Melverley.