Inizi Gall
Eus Wikipedia
An inizi Gall, a zo div lodenn anezho: an inizi "diabarzh", tost d'an douar-bras, hag an inizi "diavaez".
An Inizi Gall (Na h-Innse Gall e gouezeleg Skos, pe Hebrides e saozneg), a zo un enezeg e kornaoueg Bro-Skos, er Meurvor Atlantel. Al lodenn eus Bro-Skos ma vez komzet ar muiañ a ouezeleg eo an inizi-se.
Taolenn |
Douaroniezh [kemmañ]
Rannet eo an enezeg e div rann vras gant ar mor:
- lod eus an enezeg zo tostik d'an douar-bras, er reter, hag ar re-se eo an "inizi diabarzh", pe Na h-Eileanan a-stigh e gouezeleg, Inner Hebrides e saozneg;
- al lod all, pelloc'h er c'hornôg, eo an "inizi diavaez", anvet en-ofisiel Na h-Eileanan Siar, hag a zo Outer Hebrides e saozneg.
Ar mor [kemmañ]
Etre inizi ar c'hornôg ha re ar reter ez eo ledanoc'h ar mor eget etre an douar-bras hag an inizi. Ur mor bihan zo aze eta, ha tri anv a vez graet anezhañ
- The Minch, en hanternoz,
- The Little Minch, bihanoc'h ha strishoc'h, er c'hreiz
- Mor an Inizi Gall, er c'hreisteiz
Anvadurezh [kemmañ]
Anvet int an Inizi Gall abalamour ma'z int bet e dalc'h ar Skandinaved e-pad pell. Graet e veze "Gall" (ar memes ger ha "gall" brezhonek) eus an dud-se e gouezeleg.
An inizi pellañ [kemmañ]
An inizi tostañ [kemmañ]
- An t-Eilean Sgitheanach
- Muile
- Ì Chaluim Chille
- Ìle
- Diùra
- Lios Mór
- Tiriodh
- Canna
- Eilean nam Muc
- Rùm
- Eige
- Arainn
- Bòid