Na Hearadh
Na Hearadh (Harris e saozneg) zo un enezenn e gwalarn Bro-Skos, unan eus Inizi Gall er Meurvor Atlantel. E gwirionez eo stag ouzh Leòdhas, a zo en hanternoz dezhi, met lavaret e vez Leòdhas agus na Hearadh (Leòdhas ha na Hearadh) evel pa vijent div. War-dro 2000 a dud zo o chom enni.
Tairbeart eo porzh ha kêr-benn Na Hearadh.
Taolenn |
Gerdarzh [kemmañ]
Na Hearadh e vije an enezenn meneget evel Adru (a dalv tev, tolzennek) e kartenn Ptoleme eus Breizh-Veur hag an inizi. E norseg, Hérað a oa ur seurt distrig. An darn vrasañ eus anvioù-lec'h Na Hearadh a zo anvioù norsek gouezelekaaet.
Douaroniezh [kemmañ]
Rannet eo Na Hearadh etre div lodenn, hini an hanternoz ha hini ar c'hreisteiz, gant Loch A Siar (West Loch Tarbert) ha Loch an Tairbeairt (East Loch Tarbert). Etre an div loc'h ez eus ur strizh-douar m'emañ Tairbeart ((An) Tairbeart pe Tairbeart na Hearadh e gouezeleg, Tarbert e saozneg).
Hervez niveradeg 2001 e oa 1 984 a dud o chom[1]en enezenn.
Hanternoz Na Hearadh [kemmañ]
E hanternoz Na Hearadh, tostik ouzh Leòdhas, emañ An Cliseam, uhelañ menez an Inizi Gall pellañ gant 799 metr.
Er c'hreisteiz [kemmañ]
N'eo ket ken meneziek kreisteiz an enezenn. Traezhegi gwenn zo en arvor kornôk.
Filmoù [kemmañ]
Pennadoù filmet eus an enezenn a zo bet lakaet gant Stanley Kubrick da c'horre ar blanedenn Yaou en e film 2001, A Space Odyssey[2].
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (en) [1]
- (en) [2]
- (en) skeudennoù eus an enez
- (en) Gwelvadoù eus an enez (Ret eo kaout QuickTime)
- (en) Gwelout muioc'h ha gouzout hiroc'h diwar-benn Na Hearadh
- (en) Glad Na Hearadh an Norzh
- (en) Scarista Beach
Notennoù [kemmañ]
- ↑ "Island Populations" Comhairle nan Eilean Siar. Gwelet d'an 3 a viz Ebrel 2008.
- ↑ "Welcome to Film Hebrides" filmhebrides.com. Gwelet d'ar 26 September 2007.