Beàrnaraigh Cheann Bharraigh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Deñved war enez Beàrnaraigh.

Beàrnaraigh Cheann Bharraigh[1] pe Beàrnaraigh hepmuiken (anvet Barra Head e saozneg) zo un enezenn didud eus an Inizi Gall, e kreisteiz an inizi pellañ.

Emañ Beàrnaraigh er su da enez Miughalaigh ha gant se ez eo an enezenn suañ eus an enezeg. Didud eo bremañ ; n'eus, evel savadurioù, nemet un tour-tan, daou greñvlec'h (dùn) eus Oadvezh an Houarn, ur vered hag ur c'hae evit dilestrañ.

Gwarezet eo tolead Beàrnaraigh, Miughalaigh hag ar c'herreg tro-dro abalamour d'an evned-mor a vez o neizhiañ eno : goded, poc'haniged, ereved, morvrini ha gouelini[2].

Notennoù[kemmañ]

  1. Placenames, Iain Mac an Tàilleir, Pàrlaimid na h-Alba/Parlamant Bro-Skos, 2003
  2. (en) Joint Nature Conservation Committee - Mingulay and Berneray

Liamm diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.