Stafa

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Tornaodoù Stafa
Stafa gwelet eus an oabl

Stafa (Staffa e saozneg) a zo unan eus an Inizi Gall tostañ, e gwalarn Bro-Skos. Dont a ra an anv eus ar ger norsek staf a dalvez kement ha "kolonenn". Un enezenn vihan didud eo, war-hed 10 km er c'hornôg da enez Muile.

Dont a ra touristed a-leizh e-pad an hañv da welet an aodoù serzh, ar mougevioù hag ar c'holonennoù stummet gant ar c'herreg. Mougev Fingal a reer eus ar vougev vrasañ, e kreisteiz an enezenn, dezhi 75 metr hed, 14 metr led ha 22 metr uhelder. Gweladennet eo bet gant a bep seurt tud anavezet, ar rouanez Victoria, arzourien evel ar skrivagnerien Jules Verne, Theodor Fontane, Walter Scott... pe ar sonaozour Felix Mendelssohn. Awenet e voe hemañ gant e veaj pa savas e bezh-sonerezh Die Hebriden (Die Fingalshöhle), a zegasas kalz a vrud d'an enezenn.