Inizi Barra
Eus Wikipedia
Inizi Barra, pe Barra Isles, pe Bishop's Isles (dre ma vijent bet perc'hennet gant an Iliz) e saozneg, a zo un enezeg en Inizi Gall, e Bro-Skos, er c'hreisteiz da Enez Barra. Dek enezenn emaint, hag un toullad kerreg.
[kemmañ] An Inizi
Darn zo bihanik, ha n'eus nemet en hini vrasañ ez eus tud o chom:
- Bhatarsaigh (Vatersay e saozneg) eo an enez vrasañ;
- e Berneray (pe Barra Head), Pabbay, Sandray ha Mingulay ez eus bet tud o chom gwechall;
- pemp enezenn vihan all zo: Flodday, Heishival Mòr, Lingay, Muldoanich hag Uineasan.
Kaoz zo anezho e meur a saga viking.
|
||||||||||