Leòdhas

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
At-work.jpg Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn.
Enez Leòdhais

Leòdhas (distaget: [ʎɔː.əs̪]) pe Eilean Leòdhais (distaget [elan ʎɔː.əʃ], "Enez Leòdhas") a zo rann hanternoz un enezenn a Skos (anvet Lewis e saozneg). Na Hearadh eo anv kreisteiz an enezenn (Harris e saozneg), goude ma n'eus nemet un enezenn en holl e gwirionez, staget an div lodenn anezhi gant un erv, ha hi an hini vrasañ eus an Inizi Gall pellañ (Na h-Eileanan Siar e yezh ar vro). Izeloc'h eo douaroù Leòdhas eget re Na Hearadh, a zo meneziek.


Taolenn

[kemmañ] Douaroniezh

Peulvanoù Calanais e Leòdhas.

Kêr nemeti Leòdhas eo Steòrnabhagh (Stornoway e saozneg).

[kemmañ] Istor

Ur c'hoari gwezboell a voe kavet e Leòdhas er bloaz 1831.


[kemmañ] Poblañs

Steòrnabhagh (Stornoway) eo ar gêr vrasañ, hag ar porzh: alese ez eer da Ullapool a zo e douar-bras Bro-Skos.

E niveradeg 2001 e oa 16 872 a dud e Leòdhas. Saozneg eo ar yezh ofisiel met skritelloù e gouezeleg zo ha 60 % eus an dud a gomz ar yezh.


[kemmañ] Echedoù

Brudet eo e bed ar c'hoarierion echedoù abalamour da bezhioù echedoù Leòdhas bet kavet en enezenn.

Echedoù Leòdhas

[kemmañ] Skeudennoù

[kemmañ] Liammoù diavaez

[kemmañ] Notennoù

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all