Heol hanternoz

Eus Wikipedia
Eur an hanternoz e Nordkapp, e Norvegia.

Heol hanternoz a vez graet eus un anadenn naturel a c'hoarvez en norzh da Gelc'h Arktika hag er su da Gelc'h Antarktika e-kerzh ar mizioù hañv ma c'haller gwelet an heol da eur an hanternoz. En-dro da c'hoursav-heol an hañv (d'an 21 a viz Mezheven en norzh, ha d'an 21 a viz Kerzu er su), pa vez digatar an oabl, e c'haller gwelet an heol e-pad 24 eurvezh diouzhtu. Bep ma tostaer d'ar pennoù-ahel e kresk an niver a zevezhioù ma c'hoarvez an dra-se. N'haller gwelet heol hanternoz nemet en un nebeud broioù. Er su ne c'hoarvez an dra-se nemet e kevandir Antarktika, en norzh e weler kement-se en Alaska, Kanada, Greunland, Island, Norvegia, Sveden, Finland, Rusia. En inizi Svalbard, perc'hennet gant Norvegia, n'eus kuzh-heol ebet etre an 19 a viz Ebrel hag an 23 a viz Eost.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.