Kattegat

Eus Wikipedia
Kattegat ha Skagerrak.

Kattegat (e daneg), pe Kattegatt (e svedeg), zo un doare pleg-mor etre Danmark ha Sveden, a liamm ar braz eus ar Mor Baltel ouzh ar Skagerrak. An Øresund ha strizhoù-mor bihanoc’h a ro digor war ar Mor Baltel end-eeun, er su.

Samsø, Læsø ha Anholt eo inizi pennañ ar pleg-mor-se.

En em astenn a ra war-hed 30 000 km².

Daoust ma n'eo ket don ar mor ennañ (23 metr well-wazh) e vez e-leizh a vigi o tremen drezañ, da vont eus Mor an Hanternoz d'ar Mor Baltel. Un hent all zo ivez da dremen eus an eil mor d'egile : dre ganol Kiel a dreuz hanternoz Alamagn.