Świnoujście
Eus Wikipedia
| Skoed-ardamez | Pelec’h emañ en arvor Polonia |
|---|---|
| Świnoujście | |
| Bro | Polonia |
| Poblañs | 41 100 (2006) |
| Gorread | 197,23 km² |
| Stankter ar boblañs | 207/km² |
| Kod pellgomz | (+48) 91 |
Świnoujście (distaget [ɕfinɔˈujɕʨɛ] e poloneg) zo ur gêr e gwalarn Polonia. Annezet eo gant 41 000 a dud.
A-raok an Eil Brezel-bed e oa en Alamagn hag anvet e oa Swinemünde. En em ledañ a ra en daou du d’ar stêr Świna, war an inizi Usedom (Uznam), Karsibór ha Wolin. Rakporzh Szczecin eo.