Saaremaa

Eus Wikipedia
Kartenn eus inizi Estonia (Saaremaa ha Hiiumaa)

Saaremaa (svedeg hag alamaneg Ösel, latin Osilia) eo an enezenn vrasañ (2673 km²) en Estonia. Er Mor Baltel emañ, er c’hreisteiz da enez Hiiumaa hag e genoù pleg-mor Riga. Kuressaare eo kêr-benn Saaremaa, ha war-dro 40 000 den a zo o chom war an enezenn en em led war 2 714 km².

Stag eo Saaremaa ouzh un enezenn vihanoc’h, er reter dezhi, Muhu, war-bouez ur chaoser hag un hent. Ul linenn bigi-treizh a zo etre Muhu hag an douar-bras. Anv a zo ivez da sevel ur pont pe un tunnel a stagfe Saaremaa ouzh an douar-bras.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]