Bornholm

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Bornholm zo un enezenn danat er Mor Baltel, etre aodoù Sveden en norzh hag Alamagn ha Polonia er su. Unan eus kumunioù Danmark eo.

Kartenn Danmark (Bornholm zo a-zehou)
Kartenn Danmark (Bornholm zo a-zehou)

Unan eus inizi bras ar Mor Baltel eo, dezhi ur gorread a 588 km² ha 43 245 annezad (e 2006). Rønne eo ar gêr vrasañ.

Tevennoù serzh zo a-hed an aod norzh met izel a-walc’h eo an aod su. Gwechall e veve an annezidi diwar ar pesketaerezh ; bremañ eo deuet an touristerezh da vezañ pouezus.

E sagaoù skandinavek ar Grennamzer e veze graet Burgundarholm eus Bornholm. Alfred ar Bras, ar roue saoz a vrezelias a-enep an Daned en IXvet kantved, a rae anezhi Burgenda Land. Krediñ a reer e vije bet lec’h annez orin pobl ar Vurgonded.

[kemmañ] Liammoù diavaez