Rügen

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Mecklenburg-Vorpommern, gant enez Rügen merket e liv
An aod e Rügen.
Tornaodoù kleiz Jasmund.
An tornaodoù kleiz livet gant Caspar David Friedrich.

Rügen (distaget [ˈʁyːgən] en alamaneg) zo un enezenn er Mor Baltel, war aod biz Alamagn. Enezenn vrasañ Alamagn eo. En em astenn a ra war 926 km2 ha poblet eo gant war-dro 73 000 a dud (e 2001). Bergen auf Rügen eo ar gêr-benn, hag enni 15 000 annezad.

Abaoe 1936 eo staget ouzh an douar-bras dre ur chaoser 2,5 kilometr hed anvet Rügendamm, en em astenn etre kêr Stralsund war an douar-bras hag an enezenn. Etre 2004 ha 2007 e oa bet savet ur pont all, ar Rügenbrücke pe Strelasundbrücke, da dreuziñ ar vrec’h-vor. Gant bagoù e c’haller mont eus Rügen da Trelleborg e Sveden ha Klaipėda e Lituania.

Abaoe pell eo brudet kouronkoù hag aodoù Rügen (dreist-holl tornaodoù kleiz ledenez Jasmund a voe taolennet gant al livour Caspar David Friedrich). Hiziv ez eo al lec’h eus Alamagn a zegemer ar muiañ a douristed e-pad an hañv.


[kemmañ] Pennadoù kar

[kemmañ] Liammoù diavaez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all