Knesset
Knesset (כנסת, e hebraeg, hag a dalvez bodadeg) eo anv parlamant Israel. E Givat Ram, ur c'harter eus Jeruzalem emañ, ha parlamant nemetañ ar vro eo. Gant James A. de Rotschild eo bet paeet, ha roet evel prof da Israel.
Istor [kemmañ]
Bodet eo bet evit ar wech kentañ d'ar 14 a viz C'hwevrer 1949, goude dilennadegoù an 20 a viz Genver 1949, hag e kemeras plas Asefat ha-nivharim, hag a oa anv ar vodadeg vroadel yuzev da vare ren ar Vreizhveuriz e Palestina.
Perzhioù [kemmañ]
Ar galloud lezenniñ a zo gant ar C'hnesset, hag ivez ar galloud evezhiañ ar galloud seveniñ. Er C'hnesset e vez :
- votet lezennoù,
- votet ar budged,
- evezhiaet ar gouarnamant,
- dilennet prezidant ar stad hag ar reolier,
- tamall ar gouarnamant
Doare dilenn ar gannaded [kemmañ]
Er C'hnesset ez eus 120 kannad, ha dilennet e vezont evit un dileuriadur pevar bloaz-pad. Divodet e c'hall ar C'hnesset bezañ gant ar prezidant, diwar c'houlenn ar c'hentañ ministr. Kenfeurel eo an doare ma vez votet, ha dre bastell-vro e vez graet, ha setu perak e c'hall strolaldoù politikel' zo kinnig betek 120 den war ul listenn. Evit ma vo dilennet un den e rank e strollad politikel bezañ tizhet un dregantad bennak : betek 2003 e oa 1,5%, ha kemmet eo bet e 2006 : 2% eo an dregantad da dizhout hiziv an deiz. Bewech ma vez bodet dilennidi er C'hnesset e vez roet un iverenn d'ar breudoù-se. Er mare-mañ emeur gant ar 17vet Knesset.
Dilennadegoù kannaded Israel e miz Ebrel 2006 (lizherennoù tev : ar strolladoù politikel a zo er gouarnamant)
| Strollad politikel | Niver a zileuridi |
|---|---|
| Kadima | 29 |
| Mifleget HaAvoda HaYisraelit-Meimad | 19 |
| Likoud | 12 |
| Shas | 12 |
| Israel Beiteinu | 11 |
| HaIhud HaLeumi-Miflaga Datit Leumit | 9 |
| Gil (Tud war o leve) | 7 |
| Yahadut Hatorah | 6 |
| Meretz-Yachad | 5 |
| Listenn Arabek Unvan-Ta'al | 4 |
| Hadash | 3 |
| Balad | 3 |
| Hollad (voterien : 63,2%) | 120 |