Alona Kimhi

Eus Wikipedia
Alona Kimhi אלונה קמחי
Ganedigezh 1966
e Lemberg (Ukraina)
Yezh skrivañ hebraeg
Oberennoù pennañ
Lily an digrez


Alona Kimhi (en hebraeg: אלונה קמחי) a zo ur skrivagnerez israelian bet ganet e 1966 e Lemberg (Ukraina). E 1972 ez eas kuit eus Ukraina hag en em stalias e Kyriat Bialik (Israel) gant he mamm. Hiziv an deiz emañ o chom e Ramat-Gan, e bannlev Tel Aviv. Goude he servij soudardez ez eas da studiañ ar c'hoariva da akademiezh Bet Zvei. Aktourez (c'hoariva ha sinema) e teuas da vezañ. Adalek 1993 e krogas da skrivañ pezhioù-c'hoari ha pennadoù kazetennoù. Adalek 1996 en em ouestlas da vat d'al lennegezh, ha berzh a reas en he bro gant he levr kentañ, anvet Me, Anastasia (un dastumad danevelloù eo). E 1999 e lakaas embann Susannah, ar ouelerez (priz Bernstein en he bro). Hec'h eil romant, anvet Lily an digrez (titl orin : לילי לה טיגרס), a zeuas er-maez e 2004.