Mor Galile

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Mor Galile e 2008

Mor Galile, pe Kinneret, Lenn Gennesaret, pe Lenn Tiberias (Hebraeg : יָם כִּנֶּרֶת, Yuzev-Aramaeg : יַמּא דטבריא, Arabeg : بحيرة طبرية‎), a zo al lenn dour dous brasañ en Israel hag a zo war-dro 53 km tro-gelc'h, war-dro 21 km hed, ha 13 km ledan. Al lenn a zo 166 km2 hag e donded a zo war-dro 43 m. Emañ e 211,315 metrad dindan live ar mor hag al lenn-mañ zo an hini donañ war an Douar, hag an eil-hini ma zo kemeret an holl lennoù (goude ar Mor Marv, ul lenn dour-sall). Dont a ra dourioù al lenn eus mammennoù dindan an douar, met e vammenn pouezusañ a zo ar Stêr Jourden, a zeu eus an hanternoz betek ar c'hreisteiz.