Palestina fiziadour
| Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Mandatory Palestine فلسطين (Filasţīn) פָּלֶשְׂתִּינָה (א"י (Palestína (EY)) Palestin fiziadour |
|||||
|
|||||
| Kêr-benn | Jeruzalem | ||||
|---|---|---|---|---|---|
| Yezh(où) ofisiel | Saozneg Arabeg Hebraeg |
||||
| Gouarnamant | Fiziadur breizhveuriat | ||||
| - Komiser Uhel | Hini kentañ Sir Herbert Louis Samuel (1920-1925) Hini diwezhañ Sir Alan G. Cunningham (1945-1948) |
||||
| Gorread | |||||
| - Hollad | {{{gorread}}} km² | ||||
| Poblañs | |||||
| - Stankter | {{{stankter_ar_boblañs}}}/km² | ||||
| Gwerzhid-eur | (UTC{{{utc_offset}}}) | ||||
| Kod kenrouedad | {{{Kod kenrouedad}}} | ||||
Palestina fiziadour (Saozneg : Palestine; Arabeg : فلسطين Filasţīn; Hebraeg : פָּלֶשְׂתִּינָה (א"י) Palestína (EY), "EY" a zo "Eretz Yisrael") a oa melestradur ar Balestina gant ar Rouantelezh-Unanet etre 1920 ha 1948, rannet eus an Impalaeriezh Otoman goude ar Brezel Bed Kentañ. Roet a oa bet fiziadur da Vreizh-Veur gant KAB e 1923, ur fiziadur a oa evit Palestina met ivez evit Jordania a oa hanter-dizalc'h dindan lignez an Hachemited betek e peurdizalc'husted e 1946.
Aloubet eo bet an douaroù-mañ gant Breizh-Veur e 1917 eus an Impalaeriezh Otoman, e lec'h ma oa lakaet e-barzh rannvro Siria. Bet o deus ar fiziadur evit lakaat tiriadoù an Impalaeriezh Otoman da vezañ emren pe dizalc'h. Mare ar fiziadur a zo mare sevel ar Sionad a-enep an Enepyuzevegezh hag ivez sevel broadelouriezh arabek Palestina a-enep ar Sionad. Deuet eo da vezañ an douar-mañ Israel ha Tiriadoù Palestinat.