An Distrig Kreiz (hebraeg : מחוז המרכז, Meḥoz haMerkaz; arabeg : منطقة الوسط) a zo unan eus ar c'hwec'h distrig a zo en Israel. Ramla eo kêrbenn an distrig, m'emañ lodenn vrasañ plaenenn Sharon. Rannet eo an distrig e pevar isdistrig : Petah Tikva, Ramla, Sharon ha Rehovot. Rishon LeZion eo kêr vrasañ an distrig, 1 735 500 annezad a oa enni e 2008. Diwar sifroù Burev Kreiz Stadegoù Israel ez eus en distrig : 88% a yuzevien, 8.2% a arabed, 4% anezho dirumm, dreist-holl divroidi yuzev eus URSS[1].
Isrannvroioù melestradurel [kemmañ]
| Kêrioù |
Kuzlioù lec'hel |
Kuzulioù rannvro |
|
|
|
|
Kumunioù bet [kemmañ]
| Kumunioù bet |
- Kadima (kendeuzet gant Tzoran; deuet da vezañ Tzoran-Kadima)
- Maccabim-Re'ut (kendeuzet gant Modi'in; deuet da vezañ Modi'in-Maccabim-Re'ut)
- Modi'in (kendeuzet gant Maccabim-Re'ut; deuet da vezañ Modi'in-Maccabim-Re'ut)
- Neve Monosson (kendeuzet gant Yehud, lakaet da garter emren e Yehud-Monosson)
- Tzoran (kendeuzet gant Kadima; deuet da vezañ Tzoran-Kadima)
- Yehud (kendeuzet gant Neve Monosson; deuet da vezañ Yehud-Monosson)
|
En aerborzh Ben Gourion hag en distrig kreiz emañ burevioù pennañ El Al[3].
- ↑ http://www1.cbs.gov.il/shnaton59/st02_08.pdf Localities and Population, by Population Group, District, Sub-District and Natural Region, Statistical Abstract of Israel, 2008, Israel Central Bureau of Statistics
- ↑ Kuzul lec'hel Pardesiya (Israel)
- ↑ Orme, William A. Jr. "El Al at a Turning Point; A Mirror of Israel's Divisions Prepares to Go 49% Public." The New York Times. 5 a viz Meurzh 1999. C1, New York Edition. 1