Wikipedia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Logo Wikipedia brezhonek

Wikipedia (da vezañ distaget /wiˌkipeˈdiːa/ e brezhoneg) zo un holloueziadur digor, dindan an aotre-implijout Creative Commons dereiñ-kenrannañ, digoust, hollvedel ha liesyezhek en deus kavet bod war ar Genrouedad. Kenskrivet e vez a-stroll gant tud a-youl-vat war al lec'hienn (http://br.wikipedia.org/ evit an doare brezhonek). Implijout a ra teknologiezh Wiki ar blogoù, ar pezh a dalvez e c'hall ar pennadoù zo warnañ bezañ kemmet, ha klokaet gant an holl koulz lavaret. Pennadoù a c'haller ouzhpennañ evel a garer.

Sellet a ra an anv ouzh ur raktres hollekoc'h ivez a zo e bal sevel un holloueziadur bras digoust ha frank a wirioù. D'ar 15 Genver 2001 e oa bet loc'het gant ar raktres gant ar soñj klokaat ur raktres all anvet Nupedia. Kaset eo da benn bremañ, hag arc'hantaouet ha meret, gant an Diazezadur Wikimedia, un aozadur n'eo ket e bal dastum madoù anezhañ. Abaoe an deroù n'eo ket paouezet brud ar raktres da greskiñ ha, diwarnañ, ez eus bet ganet raktresoù kar, evel Wikeriadur, Wikilevrioù ha Wikikeloù.

Ingal e vez meneget pennadoù Wikipedia war mediaoù a bep seurt ha gant akademiezhioù a oar priziañ an doare ma vez skignet, ar frank m'eo ar savidigezh anezhañ ha pegen ledan eo an dibab tachennoù goloet gantañ. Broudet e vez aozerien ar pennadoù da gaout un emzalc'h neptu a c'haller drezañ lakaat ar gaoz war perspektivennoù ledan hep mennout diazezañ ur wirionez objektivel. Met, dre m'eo digor just a-walc'h, e sav kudennoù ingal abalamour d'an diresis ma c'hall pennadoù zo bezañ, hag en abeg da zroukc'hoantoù Vandaled zo. Tabut zo war statud Wikipedia a-benn gouzout ha gallout a reer sellet outañ evel ouzh un oberenn dave. Abeg zo bet kavet er raktres evit e du sistemek, e zoug da gavout gwell ar c'henasant kentoc'h eget reiñ kredoù, hag abalamour d'an diouer a aotrouniezh hag a atebegezh d'ar c'hentañ sell pa vez keñveriet ouzh holloueziadurioù all. Evit ar pezh a sell ouzh ar yezhoù minorelaet atav, hag ar brezhoneg en o zouez, ez eo Wikipedia ur chañs dispar evit kas da benn en hor yezh un oberenn ledañ deskamant n'he deus ket he far a-hend-all war baber, hag a goustfe ker-ruz he sevel ma vije soñjet sevel ur raktres heñvel distag.

E-tro 200 stumm disheñvel zo eus Wikipedia, azasaet dre yezh (en o zouez ez eus ur c'hant bennak zo oberiant). Setu an dek stumm enno ouzhpenn 50 000 pennad : saozneg, alamaneg, galleg, japaneg, italianeg, poloneg, svedeg, nederlandeg, portugaleg ha spagnoleg. Skignet eo bet ar stumm alamaneg anezhañ dre Sedeoù, ha meur a adstumm all zo bet eilet pe azasaet gant lec'hiennoù Web a bep seurt.

Kinniget eo Wikipedia d'ar mediaoù, war ar bajenn Wikipedia:Teuliad kelaouiñ.

Yezh : a belec'h e teu an anv

Savet eo bet ar ger Wikipedia diwar div elfenn :

  • Wiki, a zeu eus wiki wiki, a dalvez prim en hawaieg, met ivez a c'hall bezañ aozet dre gemmañ gant ar Genrouedad
  • pedia, a zeu eus paideia, a dalvez deskadurezh e gresianeg.

A-dreñv an nevezc'her Wikipedia emañ soñj ar ouiziegezh a zalc'h he lusk da vont war-raok ha d'en em ledañ da viken dre nevesadurioù dibaouez.

Reizh ha jener

E brezhoneg ez eus bet graet gant ar ger Wikipedia evel pa vije gourel adalek an deroù, dre genemglev, gant an darn vrasañ.

  • Er yezhoù latin eo gwregel, evel an anvioù unan en ia, hag en alamaneg ivez.
  • E kembraeg eo gourel avat, abalamour ma ra dave d'ar ger cy:gwyddionadur (holloueziadur) a zo gourel. Divizet ez eus bet gant ur merour e oa degemeret gant kumuniezh Wikipedia brezhonek an daou, pep implijer a ra evel ma kar neuze.
  • Er Wikipedia spagnolek, entre mizioù Gwengolo ha Du e 2003, e oa bet votet da c'houzout ha miret e vije an anv pe kemmet, ha kinniget e voe an anvioù all-mañ (lakaet amañ en urzh hervez an niver a vouezhioù): Librepedia, Huiquipedia, Uiquipedia, Güiquipedia, Viquipedia, Ñiquipedia, Velozpedia, Limonpedia, Güisquipedia ha Velocipedia. Ha hervez youl ar vouezherien eo chomet digemm.

Dezverkoù pennañ

Tri dezverk pennañ zo d'ar raktres Wikipedia hag a laka anezhañ da vezañ hep e bar. Drezo-holl emañ termenet lec'h Wikipedia war ar World Wide Web:

  • Da gentañ-penn ez eo ar raktres hini savidigezh un holloueziadur. N'eo ket ur geriadur nag ur forom eskemm nag ur Roll chomlec'hioù Web eta. Sellet ouzh Ar pezh n'eo ket Wikipedia. N'eo ket Wikipedia ur Wikeriadur met degemeret e vez ennañ al labourioù divrazañ, labourioù divrazañ mat gant un deskrivadur berr, diouzh doare ur geriadur.
  • Ur wiki eo ar raktres. Gant ur wiki eo posupl da nep piv bennak, ne vern e oad, krouiñ ha degas kemmoù war an holl bajennoù. An holloueziadur hollek kentañ da vezañ degemeret ar furmad-se eo Wikipedia. Raktres Wikipedia, e-ser sevel un holloueziadur, zo bet kaoz da cheñchamantoù bras er "sevenadur" a oa tro-dro da bed ar WikiWikiWeb. Chomet eo feal d'an doareoù kumuniezhel. Perzhidi Wikipedia, anezho ar Wikipedourien, a grou a-stroll hag a laka e pleustr reolennoù hag erbedadennoù evit derc'hel ar raktres en e sav plaen ha didubuilh hag e gas war-du ar pal.
  • Gallout a ra an testennoù a gaver war Wikipedia bezañ adimplijet dindan doareoù an Aotre teulioù frank GNU (diwar ar saozneg GNU Free Documentation Licence a anavezer ivez dindan stumm ar berradur GFDL). Setu ma c'hall un den pe un aozadur implijout ar boued zo e Wikipedia, memes evit ober aferioù, gant ma toujo da dermenoù an Aotre teulioù frank. Gwelet Aotre teulioù frank GNU ha Gwirioù aozer (Copyright).

Dezverk splannañ Wikipedia eo e c'hall pep hini degas cheñchamantoù en holloueziadur hep goulenn an aotre d'en ober ouzh den ebet. Diwar-se an droienn saoznek It's not a bug it's a feature (N'eo ket un draen, e-giz-se eo bet savet) bet lakaet war wel war (Time magazine an 18 Gouere 2005 en ur venegiñ komzoù Jimbo Wales). Klotañ a ra gant ar respont klasel a veze roet e mareoù kentañ ar raktres d'ar weladennerien nevez souezhet-mik o tizoleiñ e oant gouest da gemmañ ar pajennoù hag a gase diouzhtu posteloù evit kemenn e oa bet kavet un draen a-dreuz ganto en holloueziadur.

Istor

Multilingual Wikipedia logo.gif

Orin ar raktres

Harpet eo Wikipedia gant ar meziantoù frank ha Free Software Foundation (diazezadur evit ar meziantoù frank) Richard Stallman. Unan eus an dud zo bet ledet ganto mennozh un "holloueziadur frank hollvedel eo Stallman" (sellet ouzh e studiadenn enlinenn hag e saozneg "The Free Universal Encyclopedia and Learning Resource") a-raok na vije krouet Wikipedia ha Nupedia.

Nupedia

Ganet eo Wikipedia e penn-kentañ diwar Nupedia, anezhañ ur raktres holloueziadur digoust enlinenn bet krouet e miz Meurzh 2000 gant Jimmy Wales hag harpet gant an embregerezh Bomis (m'eo Jimmy Wales ar c'hevranneg) brasañ), bet kemeret perzh gantañ e budjed ar raktres ha divizet gantañ enfredañ Larry Sanger leunamzer evel pennskridaozer. Dre ma yae holloueziadur Nupedia en-dro gant ur c'huzul skiantel, ne'z ae ket kaer war-raok. E Genver 2001, hegazet gant ar gorrek ma oa an araokadennoù e tiviz Larry Sanger krouiñ ur Wiki a-benn kreskiñ tizh diorren ar pennadoù. Deuet eo ar soñj-se da implijout furmad ar wiki evit sevel un holloueziadur da-heul ur gaozeadenn etre Larry Sanger hag ar programmour Ben Kovitz en doa displeget dezhañ keal ar wikiwiki e-kerzh ur pred e San Diego, e-kerzh mintinvezh an 2 a viz Genver 2001. Kinnig a ra neuze Larry Sanger da Jimmy Wales lakaat da gejañ galloudegezh ar furmad wiki gant savidigezh un holloueziadur gwevnoc'h. Ganet e oa holloueziadur Wikipedia.

Wikipedia

Krouet gant Jimmy Wales ha Larry Sanger, eo bet ganet Wikipedia e saozneg d'ar 15 a viz Genver 2001. Daou viz war-lerc'h e oa savet ur stumm e galleg, bet krouet ent ofisiel d'an 23 a viz Meurzh 2001, anezhañ eilstumm kentañ an holloueziadur en ur yezh all estreget ar saozneg. Abaoe, n'en deus ket paouezet lusk liesyezhek an holloueziadur d'en em ledañ. D'an 22 a viz Mezheven 2004 eo bet krouet stumm brezhonek an holloueziadur d'e dro.

Ur wech digoret Wikipedia en deus kendalc'het Larry Sanger da labourat a-genstur war Nupedia ha Wikipedia ha kemeret en deus perzh e savidigezh an darn vrasañ eus reolennoù mont en-dro kentañ Wikipedia. E C'hwevrer 2002 e vez lamet kuit gant Bomis ar budjed gouestlet da c'hoprañ anezhañ evit e labour evit Nupedia ha Wikipedia. Reiñ a ra Larry Sanger e zilez ofisiel eus e gargoù a bennskridaozer Nupedia hag a benngenurzhier Wikipedia d'ar 1 a viz Meurzh 2002, kargoù sevenet gantañ a-youl vat da neuze. Er bloavezh da-heul disparti Larry e chom a-sav raktres Nupedia, strobet gant ar gorrek ma oa e gresk (serret eo bet Nupedia ent ofisiel d'ar 26 a viz Gwengolo 2003) tra ma kendalc'h Wikipedia da ziorren.

Abaoe eo aet war-raok raktres Wikipedia dre genasant, en ur implijout ar reolennoù hag an erbedadennoù azasaet gant ar berzhidi a-feur ma yae ar raktres war-raok. D'an 20 a viz Mezheven eo bet krouet Diazezadur Wikimedia, http://wikimediafoundation.org, evit merañ hag arc'hantaouiñ raktresoù disheñvel Wikipedia. Savet eo bet penreolennoù Diazezadur Wikimedia e-kerzh Genver 2004.

SEDEROM : kinniget ez eus bet sevel un doare paper ha sederom eus Wikipedia e miz Eost 2003 gant Jimmy Wales.

Gwerzhet e vez doare alamanek Wikipedia war sederom abaoe eil c'hwec'hmiziad 2004. Aet omp hebiou da niver arouezel an 10 000 skouerenn gwerzhet e miz Ebrel 2005.

Mekenaz : Evit talañ ouzh kresk an niver a bennadoù hag a lennerien en deus divizet Diazezadur Wikimedia skoulmañ un emglev gant Yahoo a bourchaso servijerioù lec'hiet en Azia. (Kemenn a ra Diazezadur Wikimedia skoazell Yahoo, teul kelaouiñ klok)

Perzhidi

Savet e vez Wikipedia war ar pemdez gant kenrouedadourien niverus, a reer Wikipedourien anezho, o tont eus ar bed-holl.

N'eus ket den ebet e "penn" raktres Wikipedia anavezet evel-se. E-pad 13 miz (adal Genver 2001), eo bet implijet Larry Sanger gant Bomis (an embregerezh m'eo Jimmy Wales ar c'hevranneg pennañ anezhañ), evit e labour pennskridaozer ha penngenurzhier ar Wikipedia saoznek. Lavaromp memes tra eo bet lakaet al labour bet sevenet abretoc'h gantañ evit Nupedia (adal Meurzh 2000) e-barzh Wikipedia. E zilez en deus roet Larry Sanger eus Wikipedia ha Nupedia d'ar 1 Meurzh 2002. Implijidi Bomis (gwechall pe bremañ) a gemer perzh pe zo bet o kemer perzh er raktres, pe war an holloueziadur (evel Tim Shell), pe evel stlennegourien (evel Jason Richey ha Toan Vo).

War ar Wikipedia brezhonek n'eus ket bet biskoazh a bennskridaozer ha meret eo ar raktres penn-da-benn gant ar berzhidi a-youl vat. Evit kemer perzh eo trawalc'h lenn ar pajennoù skoazell kammedoù kentañ ha, diouzh an dro, krouiñ ur gont.

E tu an teknik

Bez' ez eo Wikipedia hag e raktresoù kar WikiWikiWeboù frank. Savet int bet e penn kentañ gant kumuniezh stlennegourien ar meziantoù dieub. Lec'hiennoù Web dinamek eo ar Wikioù a c'hall an holl weladennerien anezho degas kemmoù er pezh emaint o lenn. Eeunoc'h a-galz eo ar WikiWiki eget an HTML; trawalc'h zo gant un nebeud munutennoù evit deskiñ an doare (daou skrab evit an italek, tri evit skrivañ tevoc'h, div sonell evit ul liamm). War ur Wiki e steuz kuit ar vevenn etre an aozer hag ar gweladenner. Bet krouet e 1995 gant Ward Cunningham, e teu anv ar wiki eus an hawaieg "WikiWiki", a dalvez "prim".

War Wikipedia e ouzhpenn ar berzhidi o degasadennoù ouzh re tud all hag e tivankont fazioù ar skridaozerien all en ur genlabourat war demoù diaes hag en ur zoujañ d'ur savboent neptu. Atav e vez miret istor pep degasadenn war ur Wiki. Evel-se, ha pa zeufe "Vandaled" (lesanv an dud a zispenn endalc'had pajennoù zo) da c'hoari, ne vez ket morse lakaet en arvar ar boued zo war ar Wiki. Wiki brasañ ar bed eo Wikipedia bremañ.

Mont a ra en-dro Wikipedia gant ar meziant frank MediaWiki

An diaraogerien

D'an Henamzer e sav ar soñj da vodañ en ul lec'h hepken hollad gouiziegezhioù an denelezh, gant levraoueg Aleksandria ha Pergam. Ar c'heal modern-eñ, zo bet diorroet gant an holloueziadurioù, gant Denis Diderot hag an holloueziadurourien all en XVIIIvet kantved.

E dibenn an XIXvet kantved e vez ijinet gant daou Velgad Henri La Fontaine ha Paul Otlet ar Rummatadur dekvedennel hollvedel; spurmantiñ a reont ur reizhiad a vo deskrivet evel-henn gant Otlet : "Tu zo da ijinañ an teleskop tredan a c'hallor lenn drezañ, er gêr, levrioù dispaket e sal Telesk al levraouegoù bras, war bajennoù bet goulennet en-araok. Sed a vo ar pelllevr".

Adkavet e vo mennozh un dreugenn emgefreekaet, a yafe pelloc'h eget moullañ dafar evit sevel un holloueziadur gwevnoc'h ha klokoc'h, e danevell H. G. Wells World Brain (1937), hag e spisweladenn dazonel Vannevar Bush al liamm gourskrid anvet Memex gantañ en e bennad As We May Think (1945). Ur c'hammed pouezus war-raok a oa bet graet gant Ted Nelson hag e raktres Xanadu e (1960) ivez.

Gant diorroidigezh ar Genrouedad ez eus bet klasket gant meur a hini sevel holloueziadurioù enlinenn. Pouezañ en deus graet prezidant an FSF, Richard Stallman, war talvoudegezh un holloueziadur hollvedel mammenn zeskiñ dieub e 1999. Diwar-benn krouidigezh Wikipedia e lavaras e oa aze ur c'heloù entanus. Broudet e vez an holl da weladenniñ ha da gemer perzh el lec'hienn gant an FSF.

Raktresoù kar

C'hoarvezout a ra e vefe keñveriet Wikipedia ouzh ar raktresoù kenlabour stroll enlinenn-mañ :

  • Nupedia : ur raktres holloueziadur (bet ivez ur raktres Wikimedia);
  • Everything2 hollekoc'h ar boued ennañ ha ne glask ket dre ret sevel un holloueziadur ; dindan un aotre copyleft ;
  • Disinfopedia : ur raktres a denn d'ar propaganda ;
  • Consumerium : ur raktres zo e bal pouchas d'ar vevezerien titouroù diwar-benn ar produioù ha kreñvaat o gallout e-ser un armerzh marc'had ;
  • Enciclopedia Libre : doare kenstur ha dizalc'h eus Wikipedia e spagnoleg ;
  • Wikinations.be : un holloueziadur pleustrek diwar-benn Belgia ;
  • Ekopedia : ur raktres holloueziadur pleustrek a denn d'an teknikoù bevañ mod all, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh gwarez an natur. Diazezet eo Ekopedia war ar meziant MediaWiki ivez met n'eo ket ur raktres eus an Diazezadur Wikimedia.

Wikipedia e yezhoù all

Tu zo da gavout Wikipedia e 280 yezh bennak (e 2011). E-kreiz Here 2005 e oa 8 holloueziadur enno en tu all da 100 000 pennad ha 31 holloueziadur gant muioc'h eget 10 000 pennad.

Ar tri doare brasañ o vezañ ar Wikipedia saoznek (3 500 000 pennad), alamanek (1 200 000 pennad), ha gallek (1 100 000 pennad). E 2005 eo loc'het da vat ar wiki brezhonek ha, daoust d'an dale tapet e penn-kentañ, eo aet ar raktres war-raok en un doare souezhus.

Sañsur

E Sina, e vez sañsuret ingal Wikipedia gant ar gouarnamant a vir ar moned ouzh an holl genrouedadourien, evel adal an 19 Here 2005.

Pellgargañ an diaz roadennoù

Tu zo da bellgargañ roadennoù Wikipedia (zo en un diaz titouroù), war http://download.wikipedia.org

Doare renkañ ar pennadoù

WorldWideWebAroundWikipedia.png

Taolenn mont war-raok ar Wikipedia brezhonek

Pegement a bennadoù zo bet savet er Wikipedia brezhoneg d'ar c'hentañ deiz eus ar miz (kemmañ)
(Renk ar wiki brezhoneg da zeiz kentañ ar miz)
- (Pennadoù bet ouzhpennet e-kerzh ar miz a-raok)
Bloaz Genver C'hwevrer Meurzh Ebrel Mae Mezheven Gouere Eost Gwengolo Here Du Kerzu
2005 49
56
+7
91
+35
135
+44
227
+92
363
+136
468
+105
638 (84)
+170
768 (79)
+130
1 273 (70)
+505
1 925 (63)
+652
2 512 (58)
+587
2006 3 470 (57)
+958
4 000 (55)
+530
4 662 (51)
+662
5 652 (50)
+990
6 332 (50)
+680
6 579 (51)
+247
7 208 (52)
+629
7 769 (50)
+561
8 373 (50)
+604
8 944 (52)
+571
9 891 (51)
+947
10 785 (51)
+894
 
2007 11 220 (53)
+435
12 056 (54)
+836
12 390 (54)
+334
13 010 (53)
+620
13 537 (54)
+527
14 008 (54)
+471
14 393 (56)
+385
14 971 (56)
+578
15 652 (56)
+681
16 416 (54)
+764
16 902 (55)
+486
17 304 (55)
+402
 
2008 17 735 (54)
+431
18 421 (53)
+686
18 874 (53)
+453
19 196 (54)
+322
19 549 (55)
+353
19 794 (56)
+245
20 190 (56)
+396
20 552 (56)
+362
20 828 (56)
+276
21 195 (56)
+367
21 850 (55)
+655
22 338 (55)
+488
 
2009 22 888 (55)
+550
23 361 (56)
+473
23 815 (55)
+454
24 337 (55)
+522
24 769 (55)
+432
25 280 (54)
+511
26 653 (54)
+1373
27 910 (52)
+1257
28 937 (52)
+1027
29 544 (52)
+607
30 107 (52)
+563
30 599 (52)
+492
2010 31 100 (52)
+501
31 550 (52)
+450
31 935 (52)
+385
32 563 (52)
+628
33 141 (54)
+578
33 616 (55)
+475
34 267 (55)
+651
34 722 (55)
+455
35 017 (55)
+295
35 389 (56)
+372
35 746 (56)
+357
36 051 (56)
+305
2011 36 313 (57)
+262
36 686 (57)
+373
36 872 (57)
+176
37 072 (58)
+200
37 301 (58)
+229
37 645 (59)
+344
38 109 (60)
+464
38 543 (59)
+434
39 804 (62)
+1261
40 186 (62)
+382
2012 40 566 (62)
+380
40 770 (62)
+204
41 033 (62)
+263
42 014 (62)
+981
42 412 (62)
+398
42 894 (62)
+482
43 305 (62)
+411
43 561 (62)
+256
43 783 (64)
+222
44 189 (64)
+406
44 499 (64)
+310
2013 44 717 (63)
+218
45 056 (64)
+339
45 231 (64)
+175
45 397 (64)
+166
45 559 (64)
+162
45 732 (67)
+173
45 977 (69)
+245
46 191 (69)
+214
46 415 (69)
+224
46 648 (70)
+233
46 945 (71)
+297
47 190 (70)
+245
 
2014 47 410 (70)
+220
47 605 (70)
+205
47 887 (70)
+282
48 269 (70)
+382
49 083 (71)
+814
49 392 (71)
+309
50 138 (71)
+746
50 513 (72)
+375
50 755 (72)
+242
51 204 (72)
+449
51 612 (72)
+408
  • Amañ e kavoc'h an holl Stadegoù a zo bet klasket listennañ dindan
Miz / bloaz Niv. a bennadoù
(ofisiel)
Niv. a bennadoù
> 2 ko
Ment an diaz
titouroù
Niv. a berzhidi
> 10 degasadenn
Niv. a weladennoù
dre zeiz
Mezheven 2004 13  ?  ?  ?  ?
Gouere 2004 22  ?  ?  ?  ?
Eost 2004 24  ?  ?  ?  ?
Gwengolo 2004 32  ?  ?  ?  ?
Here 2004 29  ?  ?  ?  ?
Du 2004 42  ?  ?  ?  ?
Kerzu 2004 54  ?  ?  ?  ?
Genver 2005 61  ?  ?  ?  ?
C'hwevrer 2005 97  ?  ?  ?  ?
Meurzh 2005 143  ?  ?  ?  ?
Ebrel 2005 235  ?  ?  ?  ?
Mae 2005 366  ?  ?  ?  ?
Mezheven 2005 473  ?  ?  ?  ?
Gouere 2005 645  ?  ?  ?  ?
Eost 2005 771  ?  ?  ?  ?
Gwengolo 2005 1300  ?  ?  ?  ?
Here 2005 1900  ?  ?  ?  ?
Genver 2006 -  ?  ?  ?  ?
C'hwevrer 2006 -  ?  ?  ?  ?
Meurzh 2006 -  ?  ?  ?  ?
Ebrel 2006 -  ?  ?  ?  ?
Mae 2006 -  ?  ?  ?  ?
Mezheven 2006 -  ?  ?  ?  ?
Gouere 2006 -  ?  ?  ?  ?
Eost 2006 -  ?  ?  ?  ?
Gwengolo 2006 -  ?  ?  ?  ?
Here 2006 -  ?  ?  ?  ?


D'an 19 a viz Gwengolo 2005 eo bet tizhet bevenn arouezel ar 1000 pennad ha d'ar 6 a viz Du 2005 eo bet tizhet an 2000. En em gavout a ra bremañ ar brezhoneg e-kreiz taolenn ar yezhoù enno ur stumm eus wikipedia, a-us d'un toullad yezhoù Stad zoken.

Muioc'h a ditouroù zo war Sitemap hag ivez war an Deizlevr.

Raktresoù kar

Gwelet ivez


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.

heuliañ wikipedia :

wikipedia heuliet gant Alexa.com, a laka anat araokadennoù wikipedia.