Wikipedia:Fazioù stankañ
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Notennoù evit ar re a garo teurel evezh, da glokaat gant neb a c'hallo.
[kemmañ] Anv-stroll
Un anv lies eo an anv-stroll, evel er skouerioù-mañ:
- An arc'hant zo berr o lost.
- Ar geot n'int ket sec'h.
- Pa vo lakaet ar bezhin bern-war-vern e vint fonnusoc'h da gargañ. Jules Gros, Trésor du Breton Parlé, trede levrenn, pajenn 45.
[kemmañ] Bennak
Ne vez ket implijet bennak el liester. Lavaret e vez:
- un dra bennak, unan bennak
- un nebeud traoù (pe un toullad traoù), un nebeud tud.
[kemmañ] Copyright
Betek-hen e vez lavaret:
- Holl gwirioù miret, (Buhez ar Sent, 1912)
- Pep gwir miret strizh.
Gwirioù skridaozer zo mat ivez.
[kemmañ] Darn (vrasañ)
Lavarout a reer darn eus un dra bennak hag an darn vrasañ eus an traoù ha n'eo ket "darn un dra bennak" pe "darn vrasañ an traoù".
En hevelep doare e lavarer an hanter eus an dud (ha n'eo ket "hanter an dud" !) hag ar peurrest eus an dud (ha n'eo ket "peurrest an dud"...).
[kemmañ] Degemer mat
Daoust d'an droienn Degemer mat deoc'h bezañ anavezet mat bremañ e vehe mat lakaat Deuet mat oc'h a-wezhioù.
[kemmañ] Deizad
Skrivet e vo: ganet d'an 12 a viz Du, hep ankounac'haat "da".
[kemmañ] Diouzh
Ret eo diwall da veskañ diouzh hag eus. N'eus ket eus an droienn *diouzh tu ar sav-heol:
- pe ez eo eus tu ar sav-heol, ma komzer eus ul lec'h orin (dont)
- pe ez eo e-tu ar sav-heol, ma komzer eus al lec'hiañ rik (bezañ, chom)
[kemmañ] Dre
Tapet e vez ar c'hi dre e lost, met renket e vez an dud "hervez" urzh al lizherenneg, pe hervez o oad, o yezhoù. Dont a ra ar c'hej-mej eus liessterioù ar ger gallek "par".
[kemmañ] E, en
- Skrivet e vo: en Arizona, en dirak ur gensonenn.
- Lavaret e vez soñjal en unan bennak, hag hunvreal en un dra bennak.
[kemmañ] Ebet
- Implijet e vez war-lerc'h un anv-kadarn unan, hep ger-mell (hep kemmadur ivez eta), ha gant ur verb er stumm-nac'h:
- N'eus den ebet. N'en deus lavaret tra ebet.
- Er yezh komzet, e-maez Leon (Treger, Gwened, arvor Kerne Izel), e vez lavaret :
- N'eus ket den ebet. N'en deus ket laret tra.
Peurvuiañ ne vez ket heuliet ar boaz-se er skridoù brezhonek.
- Gallout a reer lakaat ar stroll-anv dirak ar verb: Ki ebet n'em eus.
[kemmañ] Eget
- Implijet e vez an araogenn-se a-dreuz pa n'ouzer ket ne vez implijet nemet en derez uheloc'h.
- Da skouer : *ar memes tra eget, troienn direizh ha dibosupl, implijet e-lec'h ar memes tra ha, pe ar memes tra evel, an daou stumm reizh nemeto.
[kemmañ] En ur c'hortoz
Ne vez ket implijet an droienn-se evel adverb: da c'hortoz a vez laret.
- Prenañ a rin ur c'harr nevez dit, met da c'hortoz e tremeni gant an hini kozh.Met:
- Butunet em eus dek sigaretenn en ur c'hortoz ma merc'h a oa o pellgomz.
[kemmañ] Estreget
- Estreget studierien zo er skol-veur.
E brezhoneg e vez graet gant ur stumm-kadarnaat, pa vez graet gant ur stumm- nac'h e galleg: "Il n'y a pas que".
[kemmañ] Eta
N'hall ket eta bezañ lakaet e penn kentañ ur frazenn, evit treiñ donc (gwelout: [1]). N'eus nemet ober gant gant se, rak-se, neuze, pe abalamour da se, hervez an dro.
- Bremañ 'ta eo dimezet.
- Neuze eo dimezet.
[kemmañ] Fazi
Lavaret e vez
- dre fazi, pa vez faziet, pa vez graet ur fazi (mistake) gant unan bennak.
- dre ma faot pa vez komzet eus piv zo kaoz. Gwelout mea culpa.
- Er stumm nac'h e vo laret kentoc'h: N'eo ket me zo kaoz.
[kemmañ] Ger-mell
Ne vez ket implijet ar ger-mell dirak an anv
- pa vez ebet da-heul: n'eus ki ebet
- pa vez ur renadenn anv war-lerc'h: Mor Breizh, met ar Mor Bihan.
Ne vez ket implijet ar ger-mell dirak an anv-gwan en derez uhelañ
- pa vez lakaet dirak un anv-kadarn ha ...
- pa vez ur verb displeget war lerc'h: Ya, gwashañ tra am boa graet biskoazh Oa diwiskañ mamm-gozh en noazh (Son da zañsal)
[kemmañ] Goulenn
Goulenn digant unan bennak pe ouzh unan bennak zo heñvel. Lakaat da n'eo ket brezhoneg.
[kemmañ] Kemmadurioù
Lavaret e vez:
- ur pennad hag ur bajenn, ha neuze daou bennad ha div bajenn.
- ar preder, ar peoc'h
Gwelout: Listennad gerioù gourel ha gwregel.
Graet e vez kemmadur g/c'h (evel ar c'hemmadurioù dre vlotaat all, war-bouez d/z):
- goude ar ger-mell: ur c'hallez, ar C'hallaoued
- goude an anv -kadarn
- gwregel unan: ur ganerez c'hall
- tud gourel lies: kanerien c'hall
[kemmañ] Klask
- Klask boued, avez lavaret. Ha klask debriñ un dra bennak. Ne vez ket implijet "da" gant ar verb klask.
[kemmañ] Klotañ
N'eus ket a verb klotaat e brezhoneg, penegwir n'eus ket eus ar ger klot. Klotañ eo ar verb reizh.
[kemmañ] Komz
Evel en un toullad yezhoù all, ne gomz ket al levrioù nag ar pennadoù nag ar skeudennoù nag ar c'hanaouennoù. Met anv, kaoz, meneg, zo enno eus traoù pe tud a bep seurt.
[kemmañ] Meur
Lavaret e vez meur a dra, meur a zen , meur a wech, atav gant an unander.
[kemmañ] Milion
Ur milion a dud a vez lavaret atav, gant al liester, goude ma vez lavaret nav c'hant mil den (pe nav c'hant mil a dud, evel a garer).
[kemmañ] Nemet
1 Implijet e vez nemet gant ur verb er stumm nac'h:
- N'eus nemet Benead Bihan amañ.
2 Gallout a reer lavarout ivez:
- N'eus ket 'met Benead Bihan (pe N'eus ken 'metañ). Ar memes tra eo.
Alies e kred nevezvrezhonegerien zo e lavaront "Ya pas que", pa lavaront ar c'hontrol ("Ya que"): ret e vije dezho ober gant estreget, estrevit, pe ouzhpenn.
[kemmañ] Pal: ar pal hag ar bal
Ar pal a vez klasket tizhout gant rederien, ar bal eo ar benveg a vez gant al liorzher da dreiñ douar.
[kemmañ] Spagnol
Ur Spagnol ha Spagnoled (ha gwin spagnol). N'eus ket eus ar ger Spagnoliz, evel n'eus ket eus ar ger Spagnolad.
[kemmañ] Tabut
Tabutal zo ober trouz, huchal. N'eo ket komz. Discuss a zo komz, kaozeal, divizout.
[kemmañ] Tu
E lec'h ober gant an dro-lavar gallek "tu zo" e vo implijet ar verb gallout: Ma n'ouzer ket ober e c'haller goulenn digant ur merour.
« Tu zo » zo un droienn vrezhonek nevez, implijet gant brezhonegerien yaouank ar c’hentañ kantved warn-ugent e-lec’h ar verb gallout.
[kemmañ] Orin
Deuet eo diwar an droienn gozh moien zo, deuet diwar ar galleg, a zo bet peurvrezhonekaet ar ger kentañ anezhi, nemet sistematikaet an implij anezhi ouzhpenn. En em ledet eo gant nevezvrezhonegerien ar bloavezhioù 1980 da gentañ, ha gant skolioù Diwan goude.
[kemmañ] Hep araogenn
Klevet e vez implijet hep araogenn (tu zo ober) pa n’eus troienn ebet war ar memes patrom hep an araogenn da (amzer zo da vont, labour zo d’ober, tro a vo da chaseal), a zegas renadenn an anv-kadarn er skouerioù-se. Ne veze ket implijet na gant brezhonegerien an 20vet kantved, na gant ar skrivagnerien.
Gwelet e vez evel unan eus arouezioù ar roazhoneg, pe an diwaneg. Diaes eo en em reizhañ avat d'an dud ha n'int ket kustum d'ober gant ar verb gallout.
[kemmañ] Tu, *diouzh tu
Gwelout diouzh, uheloc'h.

