Prezidant Rusia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Prezidant Kevread Rusia
(ru) Президент Российской Федерации

Standard of the President of the Russian Federation.svg
banniel prezidant Rusia

Vladimir Putin - 2006.jpg
Vladimir Poutin

Pad ar respet 6 vloaz, 2 respet diouzh renk nemetken
krouet d'ar 25 a viz Kerzu 1991
Piaouer kentañ Boris Yeltsin
Piaouer bremañ Vladimir Poutin
annez ofisiel Kremlin, (Moskov)
lec'hienn internet http://kremlin.ru

E penn stad Rusia emañ Prezidant Kevread Rusia (e rusianeg Президент Российской Федерации). Bremañ eo Vladimir Poutin. Daou brezidant a oa araozañ : Boris Yeltsin ha Dmitri Medvedev, met prezidant e oa bet c'hoazh etre an daou.

Ur republik kevreadel eo Rusia hiziv hon deiz. A-raok e oa ur republik sokialour, niverenn 1 ar strollad komunour en he fenn, hag a-raok c'hoazh e oa un unpenniezh, an tsar en he fenn.

Respet[kemmañ]

Adalek an dilennadegoù prezidant e 2008 e oa ur respet a bevar bloaz, hag ar prezidant ne c'halle kaout nemet daou respet diouzh renk. Ne oa ket tu da gaout tri respet diouzh renk eta, met tu a oa da gaout un trede goude un "ehan" evel e oa bet graet gant Vladimir Poutin. Astennet e oa bet respet ar prezidant da c'hwec'h vloaz gant an Douma ha Kuzul ar C'hevread d'ar 26 a viz Du 2008, goude bezañ kinniget cheñch ar Vonreizh gant prezidant Dmitri Medvedev. Lakaet e oa bet da dalvezout evit ar wech kentañ e dilennadegoù 2012 ar prezidant[1],[2].

Roll ar brezidanted[kemmañ]

Notennoù ha daveoù[kemmañ]

  1. (fr) Russie: Medvedev envoie un projet de prolongement de mandat présidentiel à la Douma, 12 novembre 2008, AFP.
  2. (fr) Russie: le Conseil de la Fédération adopte le mandat présidentiel de six ans, 26 novembre 2008, AFP.