24 Meurzh
Eus Wikipedia
(Adkaset eus 24 a viz Meurzh)
|
||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Taolenn |
[kemmañ] Darvoudoù
- 1603 : James VI a Vro-Skos a zeu da vezañ roue Bro-Saoz ivez, dindan an anv James Iañ.
- 1793 : Emgann Kergidu e-kichen Plougouloum ; trec'h eo ar jeneral republikan Canclaux.
- 1882 : Robert Koch a embann en deus kavet ar vazhell a zeu an dorzhellegezh diwarni.
- 1989 : An Exxon Valdez a ya d'ar strad en Alaska (e Bae ar Priñs William). Ar 40.000 tonenn eoul-maen a oa o treuzdougen a ya da saotrañ 1744 kilometrad aodoù.
[kemmañ] Ganedigezhioù
- 1837 : Georges-Henri MacKenzie, mestrc'hoarier echedoù skosat, bet broadet e SUA.
- 1921 : Vasily Smyslov, mestrc'hoarier echedoù rusian.
- 1924 : Gaston Latimier, yezhour breizhat (m. 1980).
- 1926 : Dario Fo, skrivagner italian, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh.
- 1960 : Yasser Seirawan, mestrc'hoarier echedoù eus SUA.
- 1963 : Iván Morovic, mestrc'hoarier echedoù chilean.
- 1966 : Kristian Troadeg, politikour breizhat.
- 1978 : Monika Socko, mestrc'hoarierez echedoù poloniat.
- 1983 : Nicolas Tripoteau, mestrc'hoarier echedoù breizhat.
[kemmañ] Marvioù
- 809 : Harun al-Rashid, (° 763).
- 1275 : Béatriz Bro-Saoz, c'hoar ar roue Edouarzh Iañ (Bro-Saoz), dugez Breizh goude bezañ dimezet gant ar dug Yann II (° 25 a viz Mezheven 1242 e Bourdel Dugelezh Akitania d'ar mare-se)).
- 1603 : Elizabeth Iañ a Vro-Saoz rouanez Bro-Saoz.
- 1905 : Jules Verne, skrivagner gallek (° 1828).
- 1909 : John Millington Synge, skrivagner iwerzhonat (° 1871).
- 1946 : Aleksandr Alekhin, mestrc'hoarier echedoù rusian.