Wikipedia:Pajennoù da nullañ

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask


Goulenn ouzh ar verourien
Diverkañ raktal
Kemmoù war ur bajenn bet gwarezet
Kendeuziñ istor 2 bajenn
Gwareziñ ur bajenn
Adenvel pajennoù
Adsevel pajennoù bet diverket

Amañ e c'heller kinnig ma vo diverket pajennoù a vo nullet gant ar verourien. Evit kaout roll ar verourien, klikit amañ.

Evit lakaat nullañ war ar prim pajennoù faziek-sklaer, da skouer evit titloù faziek, implijit an daolenn a-zehou ha klikit war Diverkañ raktal. A-hend-all, enskrivit anv ar pennad a-is.

Gallout a rit goulenn ouzh ar verourien seveniñ obererezhioù all ivez. Sellit ouzh an daolenn a-zehou.

[kemmañ] Abegoù da nullañ

Meur a abeg a c'hall bezañ da c'houlenn ma vo nullet ur pennad :

  • pajennadoù ha n'emaint ket e brezhoneg (ma ne vez ket resisaet warno emeur o treiñ anezho)
  • pajennoù goullo (ma n'eo ket resisaet warno emeur o sevel anezho)
  • pajennoù didalvoud a-grenn (unan all resisoc'h pe glokoc'h a zo bet savet)
  • pajennoù doubl (div bajenn dezho titloù disheñvel evit an hevelep tra)
  • pajennoù a zo ur fazi anat en titl anezho (fazioù splann, fazi bizskrivañ, fazi e doare-skrivañ un anv divoutin, fazi yezhadur, ger ijinet ha savet fall, fazi a-enep reolennoù Wikipedia ...)

Evezhiadenn a-bouez: kalz eus ar pajennoù a vez goulennet diverkañ a vez pennadoù hag a c'haller treiñ aes en un adkas e gwirionez, ha mat pell zo. Soñjit e kement-se a-raok goulenn ma vo diverket ur bajenn.



Taolenn

[kemmañ] Goulennoù bet respontet dezho

  • Respontet ez eus bet gant ur merour d'ar goulennoù renket amañ dindan.
  • Diellaouet eo bet ar goulennoù bet respontet dezho.



[kemmañ] Goulennoù distaolet

  • Distaolet eo bet ar goulennoù renket amañ a-is.
  • Diellaouet e vez ar goulennoù bet respontet dezho abaoe ouzhpenn miz.

[kemmañ] Goulennoù war studi

  • E karg eo bet kemeret ar goulennoù amañ dindan gant ur merour a c'hortoz peuliesañ ur respont pe ur resisadenn.
  • Trugarez da ouzhpennañ ho koulennoù nevez er rann « goulennoù d'ober war o zro » !
  • Graet e vo war-dro pe distaolet e vo en un taol ar goulennoù war studi chomet hep respont abaoe miz.



[kemmañ] Rummad:Unanennoù mas

Tolz a vez implijet (sellet ouzh geriadur an Here, levrioù skol Diwan ha kement zo). Savet em eus ur rummad reizh : Rummad:Unanennoù tolz. --Kadwalan 17 Mae 2007 da 11:06 (UTC)

GraetBenoni 17 Mae 2007 da 11:21 (UTC)

Buan e vez skarzhet an traoù ganeoc'h. Er wikioù all e vez roet tro d'an dud da reiñ o soñj, da arguzenniñ ha da votiñ. Gwir eo, n'eus ket kalz a wikipedourien amañ hag e c'heller mont buan a-wezhioù, met amañ, ne oa ket savet bet ar rummad-se na gant an hini en deus goulennet e skarzhañ, na gant an hini en deus e skarzhet kuit. N'eus bet nemet 15 munutenn etre ar goulenn hag ar skarzhadenn. N'eus ket bet roet arguzenn na displegadenn ebet war bajenn Kaozeal:Mas. Ret e vije d'ar verourien ha d'an danvez-verourien kompren ez eus reolennoù mont en-dro a zo da sentiñ outo.

Lavaret en deus Kadwalan sellet ouzh geriadur an Here, levrioù skol Diwan ha kement zo. Setu am eus graet. N'eo ket gwall sklaer termenadur ar ger tolz e-barzh geriadur an Here pa gomz eus rannad etre ar pouez hag ar buanaat. Mesket o deus termenadur ar mas inertek ha termenadur ar mas gravitek. Ha ne glot ket gant ster orin ar ger tolz.

A-hend-all e kaver ar ger mas e-barzh geriaouegoù Diwan abaoe ouzhpenn ugent vloaz 'zo :

  • "Geriaoueg galleg/brezhoneg brezhoneg/galleg Matematik", Eil Derez Diwan, 1989
  • "Geriaoueg Matematik brezhoneg/galleg galleg/brezhoneg, Eil Derez Diwan, 1995, trede embannedur kresket
  • "Geriaoueg galleg/brezhoneg brezhoneg/galleg Fizik, Eil Derez Diwan, 1989
  • "Geriaoueg Fizik brezhoneg/galleg galleg/brezhoneg, Eil Derez Diwan, 1994, eil embannadur kresket

Implijet e vez el levrioù embannet gant TES (Ti Embann ar Skolioù brezhonek), ha graet e vez gant al levrioù-se en hentennoù divyezhek ar skolioù Diwan, ar skolioù stad hag ar skolioù kristen :

  • "Mat da zeskiñ", dornlevr matematik evit ar CM2, TES, 2000, p. 135 : unanennoù mas
  • "MAT 5vet", dornlevr matematik evit ar 5vet klas, TES, 2004, pp. 45, 85, 90, 95, 106, 108, 112, 113, 118, 119, 132, 138.
  • "MAT 4re", dornlevr matematik evit ar 4e klas, TES, 2006, pp. 39, 54, 84, 85, 114

--Yun (kaozeal) 9 Mez 2007 da 17:00 (UTC)

[kemmañ] Goulennoù d'ober war o zro

  • Evit sevel ur goulenn nevez, ouzhpennit ur rann nevez a-is. Respontet e vo deoc'h gant ur merour.
  • Dleout a ra ar goulennoù bet respontet dezho pe bet distaolet gant ur merour bezañ adklenket er rannoù a zegouezh.



[kemmañ] Rummadoù C'hoazh

"Rummad:kleuboù mell-droad" a vefe da skarzhañ: erlec'hiet eo bet gant "rummad:kluboù mell-droad". Memestra gant "Patromoù kleuboù mell-droad Breizh";"Patromoù kleuboù mell-droad Bro-Saoz";"Patromoù kleuboù mell-droad Frañs";"Patromoù kleuboù mell-droad dre kampionad" mard eo posubl--Gwendal 19 Du 2007 da 12:59 (UTC)

Pa zistagan "kleub" e skrivan "kleub". Penaos e ra ar re all? Bianchi-Bihan 19 Du 2007 da 13:07 (UTC)
Techet on d'ober evel Bianchi-Bihan: skrivañ "kleub". Benoni (Kaozeadenn) 19 Du 2007 da 13:14 (UTC)
Ofis ar Brezhoneg a skriv klub klub neuze soñjet am eus skrivañ mod-se met m'az eo ret cheñch...--Gwendal 19 Du 2007 da 19:16 (UTC)
N'eus droug ebet, na tamm mall (na tamall ) ebet, n'eo ket ret kemm netra, n'eus nemet kaozeal sioul. Pep hini a ro e ali, gant ma vo permetet, ha mat ar jeu. Ma vez ret kemm, petra 'vern e vije hiriv pe a-benn ur miz?
Ne gredan ket eo ret dimp (na da zen ebet) ober hervez ali Ofis ar Brezhoneg pa n'ouzer ket war betra eo diazezet : tud (implijidi pe izili?) zo en Ofis ha ne reont ket hervez ali an Ofis atav.
Marteze eo diazezet war klub a gaver e geriadur divyezhek Roparz Hemon. Neuze eo mat a-walc'h evit Wikipedia. Me n'on ket a-du, met ne vern din: ne ran van ebet eus ar c'hleuboù sport. Kloub evel e spagnoleg a zo brav ivez.Bianchi-Bihan 21 Du 2007 da 12:51 (UTC)

[kemmañ] Rummad:C'hoarierien Mell-droad

Da zistruj Bianchi-Bihan 30 Ebr 2008 da 21:21 (UTC)

Graet Neal (Kaozeal) 1 Mae 2008 da 08:40 (UTC)

[kemmañ] Rummad:Genoa

Rummad goullo (ur Rummad:Genova zo, gant un anv reizh). --Llydawr 2 Mae 2008 da 16:07 (UTC)

Graet Neal (Kaozeal) 9 Mae 2008 da 16:48 (UTC)

[kemmañ] Léon, film

Ar bajenn Léon, film a zo ur stumm da c'hortoz eus Léon (film, 1994), homañ ziwezhañ klokoc'h. Trugarez d'he nullañ eta. Jañ-Mai 9 Mae 2008 da 14:49 (UTC)

Graet Neal (Kaozeal) 9 Mae 2008 da 16:47 (UTC)

[kemmañ] Rummad:Inizi dre vro

Goullo.