Belaruseg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Belaruseg
(беларуская мова)
Perzhioù
Komzet e : Belarus, Polonia, Ukraina ha broioù an ermaeziadeg
Rannved : Europa ar reter
Komzet gant : 9.1 milion
Renkadur :
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Belarus, e Podlazia (Pologn), degemeret en Ukraina
Akademiezh : Нацыянальная акадэмія навук Беларусі
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 be
ISO 639-2 bel
ISO 639-3
Kod SIL BEL
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar belaruseg (беларуская мова, byelaruskaya mova) zo ur yezh eus skourr yezhoù slavek ar reter. Er strollad-se emañ ivez ar rusianeg hag an ukraineg. Unan eus yezhoù ofisiel Belarus eo, gant ar rusianeg, ha komzet e vez ivez e Polonia (e Podlazia) (40.000 den bennak), en Ukraina (e-lec'h m'eo anzavet) (55.000 yezher bennak), e Rusia (316.000 yezher) hag en un toullad broioù all gant Belarused divroet pe o diskennidi. Gwechall e veze kaoz eus "bielorusianeg", diwar e anv rusianek.

Skrivet e vez gant ul lizherenneg kirillek diazezet e penn-kentañ an XXvet kantved.

Tachenn ar belaruseg (e glas), e glas teñval al lec'hioù ma vez komzet ar muiañ.

Hervez gouarnamant Belarus (2009) ne vefe nemet 11,9% eus an dud oc'h ober gant ar yezh er gêr, 29,4% a ouife komz, lenn ha skrivañ, ha 52,5% a ouife komz ha lenn, ha 10% eus tud ar vro ne ouifent ket ar yezh. Dav eo gouzout evelkent n'eo tamm tomm ebet ar renad a zo bremañ e Belarus ouzh ar yezh, gwelet evel ur yezh warlerc'hiet ha diwar ar maez.

Liammoù diavaez[kemmañ]