Feur-emglev etrebroadel

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.

Ar feur-emglev a zo ur skrid savet evit bezañ test d'un emglev etre daou pe vuioc'h sujed gwir anavezet ent-etrebroadel, etre riezoù peurvuiañ, met an aozadurioù etrebroadel a c'hell bezañ perzhidi kevrader evel ma reer eus ar c'hensinerien e korf ar skrid ofisiel.
Mammenn d'ar gwir etrebroadel eo ar feurioù-emglev pa vez enskrivet enno an dleadoù a zo d'ar berzhidi gevrader e-keñver ar reoù all hag ar gwirioù-sujed m'emañ ar c'haoz warno. Dre ar feurioù-emglev etrebroadel e c'hell bezañ krouet sujedoù gwir etrebroadel nevez.
Koulskoude ez eus doareoù all evit envel seurt emglevioù : feur, feur-skrid, emglev, protokol(-emglev), eskemm lizhiri, Peoc'h m'eo ar pal kentañ, hag ar memes talvoudegezh a ya ganto e-keñver ar gwir etrebroadel.

Feur-emglev Vienna war gwir ar feurioù-emglev[kemmañ]

Pa vezont ar feurioù-emglev war ur bazenn izeloc'h eget hini ar C'hustum etebroadel, ne vezont ket reolennet gantañ hag eo bet termenet gwir ar feurioù a-drugarez d'ar C'hengor an ABU evit reolata ar gwir etrebroadel en deus labouret war ar poent-se goude 1969. Daou feur-emglev a oe sinaet e Vienna e 1978 ha 1986.
E kentañ lodenn ar feur-emglev e vez termenet dibunadennoù hêrezhioù ar riezoù. En eil lodenn ar feur-emglev ez eus anv eus an emglevioù etre ar riezoù hag an aozadurioù etrebroadel.

Un nebeut feurioù-emglev a-bouez[kemmañ]

Sellet ivez[kemmañ]