Feur-emglev Campo Formio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Goude Feur-emglev Campo Formio

Feur-emglev Campo-Formio zo ur feur-emglev a voe sinet d'an 18 a viz Here 1797 entre Napoleone Buonaparte, pennjeneral an arme c'hall en Italia, en anv ar Republik c'hall, hag ar c'hont Johann Ludwig von Cobenzl, en anv Aostria, da-heul ar brezel etre Bro-C'hall hag Aostria.

Orin[kemmañ]

Dont a ra ar feur-emglev da glozañ troiad-vrezel Italia (1796-1797). Buonaparte en devoa savet Republik Liguria e Genova, d'ar 6 a viz Mezheven 1797, hag ur Republik Sizalpin e Milano, d'ar 28 a viz Mezheven. Digoll a oa dleet da Impalaeriezh Aostria : Venezia a oa da vezañ roet dezhi. Kavet e oa an digarez : abadenn Pask Verona.