Feur-emglev ar Pireneoù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Emwel Loeiz XIV ha Felipe IV en Île des Faisans en 1659. On distingue la fille de Philippe IV, future reine de France, derrière lui.

Feur-emglev ar Pireneoù a oa ur feur-emglev sinet etre Bro-C'hall ha Spagn e 1659 evit lakaat un termen d'ar brezel a rene etre an div vro abaoe 1635. Sinet e voe d'ar 7 a viz Du 1659 en enez ar Fazaned, un enezenn e-kreiz ar Bidasoa, gant ar c'hardinal Giulio Mazzarini ha Luis de Haro, ministred deuet a-berzh ar rouaned Loeiz XIV, roue Bro-C'hall, ha Fulup IV, roue Spagn.

Goude sinadur feurioù-emglev Westfalia e 1648 hag a lakas un termen d'ar Brezel Tregont Vloaz e kendalc'has ar brezel etre Bro-C'hall ha Spagn e-pad dek vloaz, betek trec'h ar C'hallaoued, sikouret gant ar Saozon, en emgann an Tevennoù d'ar 14 a viz Even 1658.

Gant feur-emglev ar Pireneoù e c'hounezas ar rouantelezh c'hall douaroù all:

Dre ma oa bet skrivet ne deufe nemet kêriadennoù en norzh d'ar Pireneoù da vezañ perc'hennet gant Bro-C'hall e chomas Llívia (ur gêr anezhi ha n'eo ket ur gêriadenn) dindan dalc'h Spagn.