Conflent
Eus Wikipedia
Conflent zo ur rannvro istorel eus Katalonia an Norzh. En-dro dezhi emañ Alta Cerdanya ha Capcir er c'hornôg, Rousilhon er reter, Vallespir er c'hreisteiz ha broik okitanek ar Fenolheda pe Fenolhedés en hanternoz.
E Conflent emañ ar menez Canigó (distaget [kani'gu], gant an taol-mouezh war ar silabenn ziwezhañ), unan eus menezioù uhelañ Katalonia an Norzh (2785 m uhelder). E-harz ar menez Canigó emañ Prada de Conflent, kêr-benn ar rannvro.
Conflent e departamant Pireneoù-ar-Reter:
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Klubo de Esperanto en Conflent (en esperanteg)
- Conflent en Enciclopèdia Catalana (e saozneg)