Giulio Mazzarini
Eus Wikipedia
Poltred ar c'hardinal Giulio Mazzarino, deuet da vout Jules Mazarin, livet gant Pierre Mignard.
Giulio Mazzarini, anavezet evel Jules Mazarin e galleg, a oa ur c'hardinal italan ha politikour gall er XVIIvet kantved.
Brudet eo evel ministr ar rouanez Anna Aostria, a oa e vestrez, evel enebour an noblañsed uhel e-pad ar brezel diabarzh anvet La Fronde, hag e ribitailh nizezed a zimezas dre Europa a-bezh.