Mor Norvegia

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kartenn eus Mor Norvegia (en alamaneg) gant ar bevennoù anezhañ (linenn ruz).

Mor Norvegia (e norvegeg Norskehavet) a zo ur mor en Hanternoz d’ar Meurvor Atlantel, etre aodoù Norvegia er Reter, enez Jan Mayen er Gwalarn, Island er C’hornaoueg hag an inizi Faero ha Shetland er C’hreisteiz. Digor eo war ar Meurvor Atlantel ha Mor an Hanternoz er Su, war Mor Barents er Biz ha war Mor Greunland en Norzh.

En em astenn a ra Mor Norvegia war ur gorread a 1 380 000 km2, hag etre 1 600 ha 1 750 metr eo e zonded well-wazh, 3.970 m en e zonañ.

N’eus inizi nemet tro-dro d’ar Mor (Jan Mayen, Faero). Met troc’het-didroc’het eo aod kornaoueg Norvegia, gant e-leizh a fjordoù hag a inizi evel an inizi Lofoten.