Menez Parnassos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Menez Parnassos.

Ar Parnassos, pe Menez Parnassos (Παρνασσός / Parnassós e gregach) zo ur menez eus Hellaz e-kichen Delfi.

Taolenn

[kemmañ] Mojenn

Hervez mojennoù Hellaz eo eno e veze an doue Apollon gant ar Muzezed, pe merc'hed an Awen, o chom. Dont a ra an anv eus hini Parnassos, mab an nimfenn Kleodora.

Kalz a feunteunioù zo, ha brudenn eo feunteun Kastalia er mojennoù.

[kemmañ] Lennegezh

Diwar anv ar menez hag ar mojennoù en-dro dezhañ e komzer a-wechoù eus Parnassos, pe Parnas, evel arouez ar varzhoniezh pe an awen.

Ul luskad lennegel gall zo bet anvet Parnasse e dibenn an XIXvet kantved.

[kemmañ] Livadur

[kemmañ] Lec'hanvadurezh

Ho pinvioù
Esaouennoù anv

Adstummoù
Oberoù
Merdeiñ
Kemer perzh
Boest ostilhoù
Yezhoù all