Brennos
Eus Wikipedia
Brennos ( pe Brennus en latin hag e galleg) a zo anavezet evel anv daou vrezelour kelt en Henamzer.
- Brennos, penngadour galian, eus pobl ar Senoned, e Bourgogn a vremañ, a gemeras kêr Roma e deroù ar IVvet kantved kent JK;
- Brennos, a renas an Ergerzhadeg veur en IIIde kantved kent JK, a aloubas Makedonia ha Trakia, , hag a drec'has armeoù Hellaz en Thermopylae.
- Charles Brennus zo un arzour gall hag a grouas ar skoed anavet evel « Skoed Brennus » (« Bouclier de Brennus » e galleg), un trec'harouez roet er rugbi gall.
[kemmañ] Gerdarzh
Gallout a rafe bezañ un titl kent evit un anv-den. Latin eo an dibenn -us, keltek an dibenn -os. Kar e c'hallfe bout d'ar ger kembraek brenin, a dalv kement ha roue, ha d'an anv gouezelek Brian.
[kemmañ] Tud all
- Brinno, meneget gant Tacitus evel hini un 'tiegezh emsaverien'
- Bran, pe Bendigeidfran, er Mabinogi[1]
- "Brennius" e-barzh Historia Regum Britanniae , levr Jafrez Menoe, ur c'hadour kelt hag a gemeras Roma, den krouet gant faltazi Jafrez, moarvat diwar goun an daou benngadour istorel.
[kemmañ] Lennadurezh
- John T. Koch, "Brân, Brennos: an instance of Early Gallo-Brittonic history and mythology'", Cambridge Medieval Celtic Studies 20 (Winter 1990:1-20).