Katalog ar Maouezed

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ariadne, unan ag ar maouezi meneget e Katalog ar Maouezed (rann 76), ur varzhoneg gant Hesiodos e gregach an Henamzer.
Meuriad ar maouezi, Muzezed an Olimp, hervez gerioù Hesiodos. Livadur gant Baldassare Tommaso Peruzzi (1481-1537).

Katalog ar Maouezed (γυναικῶν κατάλογος /gynaikỗn katálogos e gregach) zo ur meurgan aet da goll eus Hellaz an Henamzer, anavezet ivez evel Ἠοῖαι, pe Ἢοἷαι (en latin Eoeæ, Ehoeæ, Eoiæ, etc.), deveret eo eus an droienn ἢ οἵη / ê hoiê, « Pe honnezh... », a oa e deroù pep arroud eus ar varzhoneg.

Kontañ a ra ar C'hatalog buhez an harozezed brudet e mojennoù Hellaz kozh, hini o bugale, doueed ha tud mesk-ha-mesk. Ur vammenn a dalvoudegezh eo evit studi ar mojennoù-se.

An oberourien[kemmañ]

Lakaet eo an oberenn war gont Hesiodos abaoe an Henamzer, abalamour d'ur werzenn a lenner e dibenn e Deogonia.

« Ha bremañ kanit gant ur vouezh tener meuriad ar maouezi,
Muzezed an Olimpos, merc'hed da Zeus douger ar skoed. »

Ouzhpenn-se, e kreder peurvuiañ eo tennet 54 gwerzenn gentañ Skoed Herakles (un oberenn all lakaet war-gont Hesiodos) eus e Gatalog. Diwar-benn Alkmena eo ar gwerzennoù-se :

« Honnezh ivez, dilezet ganti he zi ha douar he zad,
A zeuas da Debe, da-heul Amfitrion gadarn,
Alkmena, merc'h da Elektrion a vod ar pobloù(...) »

Koulskoude ez eus meur a veneg er skrid a denn d'un amzer diwezhatoc'h eget hini Hesiodos. ma ranker lavarout n'haller ket bout sur eus piv e oa an oberour.

Aozadur[kemmañ]

Pemp kan a oa en oberenn en he fezh, ha betek 1000 gwerzenn e pep hini. Ne oa ket ur meurgan harozek evel an Ilias, met kentoc'h ur meurgan kentelius.

Levezonoù[kemmañ]

Lodennoù zo a denn da arroudoù eus oberenn Homeros. Kement-se a hañval prouiñ e oa un oberenn war ar memes patrom, a ranke heuliañ ar memes reolennoù : ne oa ket un oberenn distag diouzh an hengoun, met ur meurgan e oa evel un toullad re all koshoc'h.

Pennadoù kar[kemmañ]


Ar skrid[kemmañ]

Lennadurezh[kemmañ]

  • (en) Richard Janko, Homer, Hesiod and the Hymns. Diachronic Development in Epic Diction, Cambridge University Press, 1982 (ISBN 0521238692).
  • (en) M. L. West, The Hesiodic Catalogue of Women: Its Nature, Structure and Origins, Oxford University Press, 1985 (ISBN 0198140347).
  • (en) R. Hunter (dir.), The Hesiodic Catalogue of Women: Constructions and Reconstructions, Cambridge University Press, 2005 (ISBN 0-521-83684-0).
  • Marie-Christine Leclerc, La Parole chez Hésiode, Les Belles Lettres, Paris, 1993.