Asklepios
Eus Wikipedia
Delwenn Asklepios e neved Epidauros. Eiladenn un delwenn orin eus ar IVe kantved kt JK, Mirdi broadel hendraououriezh Aten
Delwenn Asklepios e Glypotek Kobenhaven
Asklepios (Ἀσκληπιός e gregach; Aesculapius e latin, Eskulap a-wechoù e brezhoneg) a oa un haroz, mab d'an doue Apollon, ha deuet da vout, war an diwezhadoù, doue ar medisinerezh. Dimezet e oa d'an nimfenn Epione ha nav bugel en doa bet diganti.