Dafne (nimfenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Disambiguation.svg Ur pennad Dafne zo ivez.
"Apollon ha Dafne", gant Antonio Pollaiuolo, XVvet kantved.
Dafne hag Apollon war he lerc'h, livet gant Tiepolo, XVIIIvet kantved.

Daphne (Δάφνη e gregach, da lavarout eo "lore"), a oa merc'h an doue-stêr Peneios hag an naiadez Kreüsa, pe hini an doue-stêr Ladon, hervez doare akadian ar vojenn.

Ar vojenn[kemmañ]

Skuizh e oa aet Eros gant an doue Apollon a rae goap eus e ampartiz war ar gwaregañ. Ouzhpenn-se, a-hervez, e kave torr-penn klevout Apollon o kanañ. Fellout a reas dezhañ ober noaz d'an doue. Tennañ a reas ur saezh warnañ ha setu an doue aet sot gant Dafne, pa ne oa-hi ket troet gantañ. Hag eñ da redek war he lerc'h dre ar vro. Ma'z eas ar paourkaezh plac'h da c'houlenn skoazell digant an doue-stêr Peneios, he zad hervez ar vojenn. Hag eñ treiñ anezhi e lore, arouez ar yaouankiz hollbadus. Diwar neuze e voe sakr al lore d'an doue.

Lennadurezh[kemmañ]

Gwelout ivez[kemmañ]

Liammoù[kemmañ]