Augeias

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Augeias, pe Augias, a oa ur roue eus mitologiezh Henc'hres hag en devoa marchosioù bras meurbet. Lous a flaerius e oant dre ma vezent diaes da naetaat, kement a gezeg a oa enne. O naetaat a reas Herakles dre lakaat ar stêr Alfeus da dremen enno.

E anv[kemmañ]

E gregach e oa Αυγείας / Augeías, a dalv kement ha skedus.

Ur roue[kemmañ]

Mab e oa da Helios ha da Hyrmine (pe da b-Poseidon), ha roue e oa en Elis. Lavaret e voe e oa mab da Aktor. Pried Epikast e oa.

Krevier bras en devoa, ha den n'en devoa kement a bennoù-chatal hag eñ. Dre ma ne oa ket bet skarzhet dindane gwech ebet e save flaetr diwarne. Urzh a voe roet da Herakles mont d'o naetaat.

Pa ginnig Herakles labourat evit Augias e promet ar roue reiñ dezhañ ul loen diwar zek eus e bennoù chatal ma teu a-benn. Ha dont a ra a-benn dre lakaat ar stêrioù Alfeus ha Peneios da dremen er marchosioù. Echu gantañ e labour, setu Herakles da c'houlenn e c'hopr. Nac'h paeañ a reas ar roue, petra bennak ma save e vab File a-enep dezhañ. O c'has kuit a reas o-daou diwar e dro.

Diwezhatoc'h e teuas Herakles gant un arme. Aloubiñ a reas kêr Elis, ober freuz ha reuz enni, ha lazhañ ar roue. Gervel a reas neuze File da zont da roue e-lec'h e dad.

Pennad kar[kemmañ]