Alfeios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Alfeios (Αλφειός, e gregach) pe Alfeüs, a dalv kement ha gwennik) a zo anv un doue-stêr, anavezet ivez evel Alfeiós, Alpheios pe Alfiós e latin, hag evel-just mab da Okean ha Thetis, evel an holl doueed-stêrioù.

Un nebeud mojennoù zo diwar o fenn.

Alfeüs an den[kemmañ]

P’edo o chaseal e koadeier Hellaz e welas Alfeüs an doueez Artemis, ma savas dezhañ c’hoant anezhi. Mont a reas d’he heul a-dreuz Hellaz penn-da-benn ken na erruas e Letrinoi. Eno e welas Artemis gant he nimfezed o labezañ o dremmoù gant pri. Tapet ar paotr a oa gant ar c’hoant da reiñ ur freilhad da Artemis : ne oa ket evit anavezout anezhi diouzh ar re all. Hag eñ kuit. Chañs en doa bet avat, rak alies e veze kastizet buan ar wazed gant an doueez, brouezekoc’h an ton anezhi peurvuiañ.

Alfeüs ar stêr[kemmañ]

C'hwitet gantañ e daol gant Artemis, setu Alfeüs oc’h orgediñ ouzh unan eus he nimfezed, Aretusa, un deiz ma oa en he noazh o kouronkañ. Met ar plac’h a oa evel an doueez, troet gant ar chase hag ar redadennoù er c’hoadeier muioc’h eget gant c’hoari daou gant gwazed. Redek a rae ar stêr war-lerc’h ar plac’h, ken na errujont dirak enez Ortygia. Hag Aretusa da c’hervel Artemis d’he saveteiñ eus briatad Alfeüs, hag an doueez da dreiñ anezhi en ur wazh. War-lerc’h redek dre Hellaz penn-da-benn ha dindan ar mor zoken, e tiflukas Alfeus en he c’hichen, ma en em veskas o doureier.

Herakles[kemmañ]

Ar stêrioù Alfeios ha Peneios eo a voe implijet gant Herakles da naetaat marchosioù Aogias .