Daouzek trevell Herakles
Daouzek trevell Herakles a zo un aridennad mojennoù eus Hellaz a ra dave da droioù-kaer an haroz Herakles. Dodekathlos a vez graet anezhe e gregach.
Taolenn |
Istor an danevelloù [kemmañ]
Kenstaget eo bet an daouzek-se diwezhatoc'h, daoust ma'z eus re all c'hoazh diwar-benn an haroz-se. Lakaet e vez aozadur an daouzek trevell war gont ur varzhoneg, kollet abaoe, a zo bet skrivet gant Persandros, eus Enez Rodos, war-dro 600 kent JK.
Ar vojenn [kemmañ]
Herakles a oa un den en devoa sachet kasoni an doueez Hera warnañ. Gwarizi e-leizh a oa enni abalamour ma n'he doa bet mann d'ober e-barzh ganidigezh an haroz. Ha hi, droug enni, da lakaat ennañ ur barrad follentez, ma lazhas e wreg Megara hag o mibien.
Pa zeuas e skiant en-dro dezhañ ez eas da welout ar Pythia, da c'houzout penaos reiñ an dic'haou eus e dorfed. Hag ar velegez da ober Herakles anezhañ (Alkides e oa e anv a-raok) da lavarout dezhañ labourat evit Euristeüs, e enebour a-gozh, ha d'ober ar pezh a c'hourc'hemennje.
Da gentañ ne oa nemet dek trevell da gas da benn, met Euristeüs a lavaras ne gonte ket lazhañ naer-zour Lern penegwir e oa bet sikouret gant Iolaos. Goude-se, war-lerc'h tro marchosioù Augias e lavaras heñvel, war -zigarez m'en devoa Herakles goulennet arc'hant digant ar roue.
An daouzek trevell [kemmañ]
Setu int en urzh m'o c'haver gant Apollodoros (2.5.1-2.5.12):
- Lazhañ leon Nemea, ha n'halled ket toullañ e groc'hen, ha degas e groc'hen en-dro d'ar gêr ;
- Lazhañ naer-zour Lerna, a greske he fennoù outi en-dro kerkent ha ma vezent troc'het ;
- Bezañ trec'h da [[heizez Cérynie]] he zreid arem, krouadur sakr Artemis, hag he degas d'ar roue ;
- Degas pemoc'h-gouez Erimant en-bev ;
- Naetaat marchosioù Augias na oant ket bet skarzhet gwech ebet ;
- Lazhañ evned lenn Stumfal o devoa pluñv arem ;
- Degas tarv Minos, laeret gantañ, d'e zaskor d'e wir berc'henn Poseidon ;
- Tapout kezeg Diomedes, loened gouez a zebre kig ;
- Degas gouriz Hippolita, rouanez an Amazoned ;
- Laerezh oc'hen Geryon hag o degas da Hellaz ;
- Degas avaloù-aour liorzh an Hesperidezed, diwallet gant Ladon ;
- Diskenn d'an Ifernioù da chadennañ Kerberos, diwaller an Hades.
En e drevelloù e veze ur c'hompagnun gant Herakles peurvuiañ, (un eromenos): hervez lod e oa Licymnius, hervez lod all e oa e niz Iolaus.
Labourioù bihan [kemmañ]
Dek vloaz e voe Herakles o klask echuiñ an dek trevell-se. Troioù all a reas e-keit-se avat — pa oa o chom e-kichen Omfale da skouer: darn a vez graet trevelloù bihan anezho :
- lazhañ erer ar c'hKaokaz ha dichadennañ Prometheus a oa bet chadennet gant Zeus ;
- lazhañ ar ramz Ante ;
- lazhañ ar roue Busiris ;
- tapout Cercopes d'Éphèse ;
- lazhañ Sylée...
Ha re all c'hoazh.
Meneget eo evel unan eus an Argonaoted. Aet e vije war vor gant e niz Iolaos, a varvas e-kerzh an dro.
Ha gwelout ivez [kemmañ]
- Daouzek trevell Herakles hervez Apollodoros Aten:
- Fichenn diwar-benn pep hini eus an daouzek trevell:klask war-lerc'h Herakles.