Orion
Orion (Ὠρίων / Ôríon e gregach) a zo ur Ramz e mojennoù kozh Hellaz, un hemolc'her meur, lakaet e-touez ar stered.
Taolenn |
[kemmañ] Ganedigezh
Hyria, a savas kêr Hyria, en Beotia, n'en doa ket bet darempred ebet gant plac'h ebet kammed, met ur pennhêr en doa c'hoant da gaout.
Un deiz e teuas Zeus, Hermes ha Poseidon d'ober ur gweled dezhañ en e balez. Evito e lazhas Hyria bravañ ejen e vagad.
Diwezhatoc'h, kaset ar boued gante war-draoñ, e c'houlennas digante penaos ober evit kaout ur mab hep dimeziñ. Lavarout a reas Zeus degas kroc'hen an ejen a oa bet aberzhet dezho, ha goulenn digant ar roue troazhañ warnañ. Ha Hyria d'ober. Neuze ez eas an tri c'homper doue da zouarañ ar c'hroc'hen e liorzh ar palez, ha d'ar gêr d'an Olimp.
[kemmañ] Mojenn
Orion a gare Merope met Oenopion ne blije ket an dra-se dezhañ. Gwallet e voe Merope gant Orion. Evit kas an dorzh d'ar gêr e roas Oenopion gwin da Orion, ken e voe mezv. Neuze, gant ur gontell, e tennas e zaoulagad outañ hag e kasas anezhañ d'ar mor.
Hefaistos a gemeras truez ouzh an dall, hag a roas dezhañ Kedalion, ur c'hrennard, evel ambrouger. Gantañ e kerzhas war-du ar reter ma adkavas ar gweled bennozh d'an heol o sevel.
Graet en doa Orion e soñj da lazhañ Oenopion, met savet e oa bet ur c'hreñvlec'h dindan zouar dezhañ gant Hefaistos, gant-se n'halle ket kavout ar roue. Mont a reas neuze da z-Delos, ma kavas ur serc'h all, Eos.
-->
[kemmañ] Levrlennadur
- Joseph Fontenrose Orion: The Myth of the Hunter and the Huntress Berkeley : University of California Press (1981) ISBN 0-520-09632-0
- E. H. Gombrich: "The Subject of Poussin's Orion" The Burlington Magazine, Vol. 84, No. 491. (Feb., 1944), pp. 37-41. JSTOR link.
- Robert Graves, The Greek Myths Penguin 1955; ISBN 0-918825-80-6 is the 1988 reprint by a different publisher.
- Karl Kerényi, Gods of the Greeks, tr. Norman Cameron. Thames and Hudson 1951. ISBN 0-500-27048-1 is a reprint, by the same publisher.
- Karl Kerényi, Dionysus: Archetypal Image of Indestructible Life Princeton University Press, 1976. ISBN 0-691-09863-8
- David Kubiak: "The Orion Episode of Cicero's Aratea" The Classical Journal, Vol. 77, No. 1. (Oct. - Nov., 1981), pp. 12-22. JSTOR link.
- Roger Pack, "A Romantic Narrative in Eunapius"; Transactions and Proceedings of the American Philological Association, Vol. 83. (1952), pp. 198-204. JSTOR link. A practicing classicist retells Orion in passing.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Theoi.com: Orion Excerpts from translations from Greek and Roman texts (often older ones, in the public domain, but not always), including the sources for many of the statements in this article. The only translation of Antoninus Liberalis into English is under copyright; most of the scholia (even Servius) have not been translated at all.