Halia
Neuz
Halie pe Halia ( Ἁλίη pe Ἁλία e gregach, hervez ar rannyezh) zo anv meur a zen e mojennoù Hellaz kozh :
- Halie, un Nereidenn, merc'h da Nereüs ha Doris[1],[2].
- Halia, un nimfenn hag a veve en un enez, hag a vo anvet Rodos diwar-lerc'h he merc'h, Rodos. Merc'h e oa Halia da Talassa, c'hoar da Telchines, pried d'an doue Poseidon. Un tamm goude ganet edo an doueez Afrodite o redek ar morioù. Mibien yaouank Halia, rok an tamm anezho, a nac'has leuskel Afrodite teurel troad war o douar, ha milliget e voent gant an doueez, hag int troet da folled. En o follentez e walljont o mamm, Halia. O zad Poseidon, evel kastiz, a zouaras anezho en kevioù an enez[3],[4]. Halia neuze en em daolas er mor ; hervez tud Enez Rodos e teuas da vout an doueez Leucothea, petra bennak mar deo Leucothea e vefe Ino hervez ar mammennoù all[5].
- Halia, merc'h da Sybaris. Un deiz, en ur c'hoad sakr a oa da Artemis en em gavas gant that mated with her; their offspring were the first members of the clan Ophiogeneis ("Serpent-born")[6]. ?
- Halie, merc'h da Tyllus. Dimeziñ a reas da Cotys, mab da Manes, kentañ roue Lydia, ha genel daou vab, Asies hag Atys, roue Lydia[7].
References
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hesiodos, Teogonia, 246
- ↑ Pseudo-Apollodoros, Bibliotheca 1. 2. 7
- ↑ Diodorus Siculus, Library of History, 5. 55. 4-7
- ↑ Theoi.com: http://www.theoi.com/Pontios/DaimonesProseoous.html
- ↑ Diodorus Siculus, Library of History, 5. 55. 4 - 7
- ↑ Claudius Aelianus, On the Nature of Animals, 12. 39
- ↑ Dionysius Halicarnassus, Roman Antiquities, 1. 27. 1