Doris (doueez)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
  • Ur pennad Doris zo ivez, diwar-benn an anv-badez.
Doris war gein ur morvarc'h o tougen div flammerenn da reiñ sklerijenn da ambrougadeg eured an doueed Poseidon hag Amphitrite, diaz un delwenn vras, dibenn an IIvet kantved kent JK, Gliptotek München.
Aoter Pergamo, ma weler Nereüs, Okeanos ha Doris

Dôris (Δωρίς e gresianeg) a oa merc’h da Okeanos ha Thetis, ha gwreg da Nereüs, a oa breur dezhi. Mamm e oa d'an Nereidezed, a oa hanter-kant anezho. Unan eus doueezed ar mor eo eta. Moereb e oa ivez da Atlas, an Titan en devoa da zougen an oabl war e zivskoaz peogwir e oa c'hoar d'e vamm, Klimene.


A-wechoù e vez graet anv anezhi evel pa vije ar mor anezhi

Doris amara suam non intermisceat undam...

(Vergilius, écl. X.)

a-wechoù all evel pa vije ur verc'h dezhi:,

Δωρὶς καὶ Πανόπη, καὶ εὐειδὴς Γαλάτεια,
Ἱπποθόη τ' ἐρόεσσα.

(Hesiodos, Teogonia , v. 251.)