Ino

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Penteos, mab Agave, drailhet gant e vamm (Agave) hag e voereb Ino. Dremm ruz attek war golo ul lekanis (bolenn koavon-dremm) , war-dro 450-425 BCE (Mirdi al Louvre).
Ino, en ur marelladur en ur genkiz roman eus ar IVvet pe Vvet kantved, e mirdi Saint-Raymond, e Saint-Rustice, Bro-C'hall .

Ino (Ἰνώ / Inố e gresianeg) a oa merc'h da roue Tebai, Kadmos, ha da Harmonia. Breudeur ha c'hoarezed he doa: Agave, Semele, Polydoros, Aotonoe.

Dimeziñ a reas gant Atamas, roue Orc'homenos, pa gasas e wreg kentañ, Nefele, diwar e dro, goude m'o doa bet daou vugel, Helle ha Friksos. Daou vab o doe Ino hag Atamas: Learc'hos, a voe lazhet gant e dad, ha Melikertes.

Bugale Nefele[kemmañ]

Aon he devoa Ino e vije lakaet bugale Nefele da ren war-lerc'h o zad, hag ijinañ a reas un dro-gamm. Deviñ a reas ar greun a oa bet lakaet a-gostez da hadañ er vro, ma renas an naonegezh. Pan eas tud ar vro da-gaout an orakl da c'houzout petra a oa kaoz da se e roas arc'hant dezhañ evit ma kontfe e oa he lezvab Friksos an hini a oa kiriek d'an naonegezh, hag e c'houlenne an doueed e aberzhiñ. Gant bennozh an doueed avat e teuas bugale Nefele a-benn da dec'hel.

Mab Semele[kemmañ]

War-lerc'h se e voe fiziet enne bugel Zeus ha Semele, he c'hoar, an doue Dionysos. Pa glevas Hera e savas droug enni, hag e lakaas Ino hag he gwaz da drelatiñ. Atamas a lazhas e vab Learc'hos, o soñjal e oa ur c'harv; Ino a daolas Melikertes en ur gaoteriad dour berv, ha goude en em daolas er mor gant korf he mab.

Leukotea[kemmañ]

Neuze, distanet konnar an doueed, e teuas-hi da vezañ unan eus doueezed ar mor, dindan an anv Leukotea ( Λευκοθεα / Leukothea, an doueez wenn), gwenn evel liv ar fru. Gallout a rae sioulaat ar mor pa veze gwallamzer. He mab ivez a voe lakaet da zoue, hag adanvet Palemon.

En Odisseia Homeros, a ra anezhi Ino-Leukota [καλλίσφυρος] (plac'h an daouufern koant), c'hoar da Gadmos, a zo bet maouez hag a gomze yezh an dud hogen bremañ emañ e dour sall ar mor ma he deus bet enor digant daouarn an doueoù. Harp a ro da Odisseüs da vont war ar mor.

Gant ar Romaned[kemmañ]

Heñvelekaet e voe gant ar Romaned ouzh o doueez Matuta, hag he mab ouzh Portunus, doue ar porzhioù.

Lennadurezh[kemmañ]

  • Patrom:Harvard reference (US ISBN 0-89236-742-3) pp. 36-42, 151
  • Burkert, Walter, 1992. The Orientalizing Revolution: Near Eastern Influence on Greek Culture in the Early Archaic Age (Cambridge:Harvard University Press).
  • Kerenyi, Karl, 1976. Dionysus: Archetypal Image of Indestructible Life (Princeton: Bollingen).
  • Kerenyi, Karl, 1951. The Gods of the Greeks (Thames and Hudson).

Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.